Turzhunell durk
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Turzhunell durk
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Aves | ||||
| Urzhiad : | Columbiformes | ||||
| Kerentiad : | Columbidae | ||||
| Genad : | Streptopelia | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Streptopelia decaocto Frivaldszky, 1838 |
|||||
|
|||||
An durzhunell durk a zo un evn eus rummad an turzhunelled.
Taolenn |
Hollegezhioù[kemmañ]
A-orin eus Europa ar su eo an durzhunell durk, Streptopelia decaocto diouzh hec'h anv skiantel. Erruet e oa e Bro-C'hall war-dro 1950. Kavet eo bet e Bro-Saoz hag Iwerzhon e-pad ar bloavezhioù 1960 ha kaset e oa bet da Amerika dre zegouezh er bloavezhioù 1980. Ar c'houblad kentañ bet gwelet e Breizh a zeuas e 1958 eno hag e vez kavet dre-holl bremañ.
An hanter gelc'henn zu war he c'hilpenn eo merk an durzhunell-mañ.
Muzuliañ a ra war-dro 27 cm gant ur pouez etre 125 ha 240 g.
Boued[kemmañ]
Debriñ a ra had, kignez ha broñs
Annez[kemmañ]
Ul labous eus ar c'hêrioù hag ar c'hêriadennoù kentoc'h eget eus an douaroù labour frank eo an durzhunell durk.
Neizhañ a ra etre miz Ebrel ha miz Gwengolo. Alies e vag 4 pe 5 neizhiad en ur bloavezh, dozviñ a ra daou vi bep gwech.