Kambrian

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Eon Fanerozoeg

ElrathiakingiUtahWheelerCambrian.jpg

Paleozoeg
Kambrian
Ordovisian
Silurian
Devonian
Karbonifer
Permian
Mezozoeg
Triaseg
Juraseg
Kretase
Senozoeg
Paleogenel
Paleosen
Eosen
Oligosen
Neogenel
Miosen
Pliosen
Pleistosen
Holosen


Maread douarouriel kentañ ar paleozoeg eo ar c'hambrian. Mont a ra eus 542 milion a vloavezhioù 'zo, e fin ar proterozoeg, betek deroù an ordovisian, 488.3 milion a vloavezhioù 'zo. Dont a ra e anv eus Cambria, anv latin Kembre, lec'h ma oa bet kavet ar reier kentañ eus ar maread-se.

Ar c'hambrian eo ar maread kentañ a gaver en e reier kalz fosiloù hag organegoù liezekoc'h eget spoue pe morgaoul. En e bad e teuas war-wel war-dro 50 strollad bras a anevaled - pe skourradoù, hendad ebet ganto peurliesañ. Graet e vez an darzhadeg kambrian eus ar c'hoarvezadenn-hont.

Disrannadur ar c'hambrian[kemmañ]

E tri ismaread eo disrannet ar c'hambrian

E daou varevezh faonek e vez disrannet pep hini eus an isrameadoù-se. Ar paibian eo an hini nemetañ anavezet gant ar Gomision Etrevroadel a-zivout ar Stratigrafiezh. Ar re arall n'int ket bet anvet c'hoazh. E meur a varevezh rannvroel e vez disrannet ar c'hambrian, avat.

Sinat Norzh-amerikan Rusat-Kazac'hat Australiat Rannvroel
Furongian Ibeksian (darn) Ayusokkanian Idamean Dolgellian
Sunwaptan Sakian Mindyallan Festiniogian
Steptoan Aksayan Payntonian Maentwrogian
Marjuman Batyrbayan
Kambrian krenn Maozhangian Mayan Boomerangian
Zuzhuangian Delamaran Amgan Undillian
Zhungxian Florian
Templetonian
  Dyeran Ordian
Kambrian abred Longwangmioan Toyonian Lenian
Changlangpuan Montezuman Botomian
Qungzusian Atdabanian
Meishuchuan Tommotian
Nemakit-Daldynian


Deiziadur ar c'hambrian[kemmañ]

Krediñ a raed en em astenne ar c'hambrian eus 570 milion a vloavezhioù 'zo betek 500 milion a vloavezhioù. E zeroù a lakaed d'an ampoent ma teue war-wel an trilobitoù hag an arc'heoyathided kentañ. E fin a lakaed da amzer ur c'hemm pouezus e natur ar fosil adkavet hag a verk, war a greder, ul lazhadeg. Dizoloadenn fosiloù nevez ha deiziadurioù dre skinoberiusted a lakaas an amzeriadoù-se en arvar e-pad an XXvet kantved, avat. Diforc'hioù a zeiazadur a zo boutin etre klaskourien 'zo.

Deiziadur dre skinoberiusted reier eus Brunswick Nevez a zamveneg ec'h echuas ar c'hambrian abred 511 milion a vloavezhioù 'zo, ar pezh na lez nemet 21 milion a vloavezhioù evit an ismareadoù arall. Un deiziadur nevesoc'h a laka deroù ar c'hambrian da 542 milion a voavezhioù 'zo. Diazezet eo war studi goueledadennoù eus Oman. Er vevenn etre ar c'hambrian hag ar proterozoig ez eus un diskar ment eus fonnusted ar c'harbon 13. Hervez Amthor (2003) e vefe liammet gant ul lazhadeg a vefe bet c'hoarvezet e fin an ediakareg. Dre chañs ez eus e goueledadennoù Oman ur gwiskad ludu tanveneziek, zirkonioù ennañ a c'heller amzeriñ en un doare resis a-walc'h eus 542 milion a vloavezhioù 'zo. Gwirheñvel e vo lakaet d'an amzeriad-se deroù ar c'hambrian.

Douaroniezh ar C'hambrian[kemmañ]

War a greder e teu kevandirioù ar c'hambrian eus torridigezh ar dreistkevandir Ponnotia. Seblantout a ra e oa ar morioù bras ha basoc'h gant uhelgompezennoù kevandirel ment ma c'helle kreskiñ kalz organegoù. Krediñ a reer e oa tommoc'h hinad ar c'hambrian eget hini fin ar proterozoeg met chom a reas fiñvadeg ar c'hevandirioù buan-tre. Laurentia, lec'hiet e-kichen ar c'heheder, Baltica, damgoñfontet dindan Meurvor Iapetus, ha Sibiria a chomas dizalc'h tra ma krogas Gondwana da vont etrezek penn-ahel ar su. Ar c'hevandir brasañ a oa hemañ, Panthalassa a c'holoe darn vrasañ an damsferenn-norzh. Bez' e oa un niver a veurvorioù bihanoc'h ivez : ar Meurvor Rak-Tethys, ar Meurvor Iapetus, hag ar Meurvor Khanty.

Hinad[kemmañ]

Tomm a-walc'h e oa hinad ar c'hambrian. Evel ma no oa kevandir ebet er pennoù-ahel e c'helle ar redoù-mor tremen-distremen en un doare frank ha kelc'hiad ebet na oa yen a-walc'h evit ma skornje ar mor.

Faon ar C'hambrian[kemmañ]

Trilobit fosil Elrathia Kingi eus kambrian Amerika an Norzh

Estreget un nebeud fosiloù a zo o natur disklaer hag ar vryozoegoù e oa bezant an holl skourradoù loenel a-vremañ e-pad ar c'hambrian. An darn vrasañ anezho a zo aet diwar-wel, war a seblant, e deroù ar c'hambrian pe e fin a ediakareg. Un nebeud skourradoù a-vremañ, korfoù gwak ganto, n'o deus kannad fosil ebet er reier kambrian, avat. Un niver bras a anevaled iskis n'eo ket sklaer o liammoù gant ar furmoù arnevez a yeas war-wel ivez.

Al lec'h gwellañ studiet a zo Skiltroù Burgess e Kolombia vreizhveuriat. Goueledadennoù eus ar c'hambrian krenn ez int ha miret e oa bet kalz fosiloù a anevaled gwak o c'horf enno.

Liammoù diavaez[kemmañ]