Devonian

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Eon Fanerozoeg

ElrathiakingiUtahWheelerCambrian.jpg

Paleozoeg
Kambrian
Ordovisian
Silurian
Devonian
Karbonifer
Permian
Mezozoeg
Triaseg
Juraseg
Kretase
Senozoeg
Paleogenel
Paleosen
Eosen
Oligosen
Neogenel
Miosen
Pliosen
Pleistosen
Holosen


Ar pevare eus c'hwec'h marevezh ar paleozoeg eo an devonian En em astenn a ra eus 416.0 ± 2.8 milion a vloavezhioù'zo betek 359.2 ± 2.5 milion a vloavezhioù'zo.

Orin an anv[kemmañ]

Tennañ a ra an devonian e anv eus an Devon ur gontelezh saoz lec'h ma 'z eo boutin ar reier eus ar marevezh-mañ. Tra ma'z eo ar gweleoù roc'hek a vek deroù ar marevezh anavezet mat n'eo ket resis tre o deiziadur. Hervez ar Gomision Etrevroadel a-zivout ar Stratigrafiezh en em astenn an devonian eus fin ar silurian 416.0 ± 2.8 milion a vloavezhioù'zo betek deroù ar c'harbonifer 359.2 ± 2.5 (e Amerika an Norzh, derou ar Mississipian).

Marevezh ar besked e oa anvet gwechall met dilezet e oa bet ar ger-se. Tra ma liesakaas ar besked e-pad an devonian ne oant ket ar furm-buhez boutinañ. Anvet e oa ivez marevezh efed ti-gwer peogwir e teue d'ar vrasañ ar standilhonoù kentañ eus kornôg Europa ha norzh Amerika edo lec'hiet war ar c'heheder d'an amzer-se.

E skridoù an XIXvet kantved e oa anvet an devonian an Hen Varevezh Ruz hervez ar goueledennoù gell-ruz ma voe dizoloet ar fosiloù kentañ.

Isrannadurioù an Devonian[kemmañ]

Disrannet eo an devonian e devonian abred, devonian krenn ha devonian diwezhat. En ismaredoù ez eo disrannet a re-mañ en o zro:

Diwezhat[kemmañ]

Krenn[kemmañ]

Abred[kemmañ]

Douaroniezh[kemmañ]

Un amzer hag oberiantiz dektonik vras e oa an devonian. Laurasia ha Gondwana a dostas an eil ouzh egile. Gant ar stokad eus Laurentia ha Baltika e voe krouet Euramerikaer c'helc'hiad sec'h a-hed trovan ar c'havr-mor. Evel hiziv e oa furmet gant unvaniezh daou vas ag aer : kell Hadley ha kell Ferrel; E-barzh an dam-zezerzhioù eo e voe furmet ar Hen Grag Ruz. Tennañ a ra e liv ruz eus bezañt hematit pennskoueriek eus un hiniad sec'h.

War-dro ar c'heheder e krogas Pangea da furmiñ dre stokad Amerika an norzh hag Europa. Ar stokad-se a grouas ar menezioù Apalach hag ar C'haledonidoù e Breizh-Veur ha Skandinavia. Aod ar c'hornôg a oa kalz siouloc'h, avat ha warni e kaved aberioù ha geunioù-mor dreist holl. Er pezh a zo Idaho ha Nevada ur wareg ag inizi tanveneziek a dizhe an uhel gompezenn gevandirel. E fin a marevezh e krogjont da sevel goueledennoù morel, un darvoud a zlefe merkout derou an orogeniezh Antler

Kevandirioù ar su a chome unvanet e-barzh dreistkevandir Gondwana hag ar peurrest eus ar pezh a zo hiziv Eurazia a oa lec'hiet en hanterzouar eus an norzh. Uhel a oa live ar mor e-pad an devonian hag un darn vras eus an tirioù a oa beuziet dindan morioù bas ma kreske kerreg trovanel.

Ar meurvor Panthalassa a c'holoe peurrest an Douar. Ar meurvorioù bihanoc'h a endalc'h Paleo-Tethys, Rak-Tethys, Meurvor Rheek, ha meurvor an Oural.

Buhez an Devonian[kemmañ]

Ekosistemoù morel[kemmañ]

Uhel e oa live ar morioù e-pad an devonian. Ar furmoù a vuhez pennañ a oa ar bryozoa, ar brac'hyiopodoù hag ar c'houral. Boutin e oa ar grinoided tra ma oa an trilobitoù war ar diskarr hag en e choment fonnus c'hoazh. Ar besked ur javed ganto gentañ, ar blakodermed, a yeas war wel asambles gant ar bleizi-mor kentañ, ar Cladoselache. Er stêrioù ez a war wel ar besked e flip o angelloù. Da hendadoù an tetrapodoù ez afent.

Ar c'herreg[kemmañ]

Ur garreg bras, a gaver e roudennoù e Diaz Kimberley e gwalarn Aostralia a gelc'he ar c'hevandirioù. Er c'hontrl da re hiziv ne oant ket savet gant koural met gant bezhin-raz, stromatporoided, tabulata ha rugosa.

Ekosistemoù douarel[kemmañ]

Gweledva ar devonian

En em astenn a ra an ekosistemoù douarel e-pad an devonian. Tra ma kreske plantennoù dibenn ar siluriann en endroioù glebek hepken, e trevadennas re an devonian diabarzh ar c'hevandirioù. Hag e chomont eeun e deroù ar marevezh e liesekaont buan a-walc'h hag eo e penn an devonian ez eas war well ar wezenn gentañ : Archaeopteris. Ar plantennoù-se a grouas an douar kentañ ha herberc'hañ a rae ur faon ag artropodoù.

Plantennoù an devonian abred a oa bihan met e dibenn ar marevezh ez eas war-wel ar c'hoadegoù kentañ, poblekaet gant raden ha lostoù-marc'h. Ul levezon bras o-deus a war ekosistemoù ar stêrioù a rible. Harpañ a reas liesekadur ar besked ha donedigezh war-well an tetrapodoù douarel kentañ e fin ar marevezh.

Astennadur buan ar plantennoù a c'horrekas ar skrignerezh e-diabarzh ar c'hevandirioù ha a oa abeg un digresk eus feur an dioksid karbon en atmosferenn. Posupl eo e voe an dra-se kaoz d'al lazhadeg a verkas fin an devonian.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

An devonian war Palaeos.com