Furongian

Eus Wikipedia
Eon Fanerozoek

Paleozoeg
Kambrian
Ordovisian
Silurian
Devonian
Karbonifer
Permian
Mezozoeg
Triaseg
Juraseg
Kretase
Kenozoeg
Paleogenel
Paleosen
Eosen
Oligosen
Neogenel
Miosen
Pliosen
Pevare oadvezh
Pleistosen
Holosen


Ar Furongian (hag a glot ouzh ar mareadoù kozh Kambrian diwezhat, Merioneth, Croixian, pe Potsdamian) a zo marevezh douarouriel diwezhañ ar c'hambrian. En em astenn a ra eus 501 ± 2 milion bloavezh'zo ha 488.3 ± 1.7 milion bloavezh'zo. Kinnig a rejod d'e zisrannañ e tri ismaread. Unan anezho, hepken, en-deus degemeret un anv ofisie, ar paiaban, tra m'eo anvet unan arall dolgellian en un douare nann-ofisiel.

Merket eo ar furongian gant donedigezh war-well an tribolitoù agnostid kentañ. E-pad ar maread-se e kemmas natur ar goueledoù. Tra ma oa fetis ha kaled e deroù ar c'hambrian, e lakaas oberiantiz ar breñved da galz lec'hidus. En abeg d'an dra-se ez eas da get organegoù evel an helioplacoided o-doa ezhomm eus ur goueled kaled.

Buhez ar Furongian[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An anevaled aet ar-wel e-pad ar c'hambrian abred hag ar c'hambrian krenn a gendalc'he da vezañ fonnus. Arvestiñ a reer ouzh donedigezh doareoù nevez evel ar graptolitoù hag ar c'honodonted gentañ. Ar re-mañ, ar Chordataed gentañ o-deus korfoù gwak hag hir, heñvel ouzh hini siliennoù a-vremañ. Kigrdbrerien vihan e oant, war a seblant. Betek penn an Triaseg e treuzvevjont.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar furongian war Palaeos.com

.