Janed Aostria (1535-1573)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Juana Aostria)
Mont da : merdeiñ, klask
Juana Aostria

Janed Aostria, pe Juana de Austria (pe Habsburgo) e spagnoleg, (Madrid, 24 a viz Mezheven 1535 - Manati El Escorial, 7 a viz Gwengolo 1573) a oa ur briñsez spagnol, merc'h da Karl V ha d'e bried Izabel Portugal, infantez Spagn hag arc'hdugez Aostria.

He buhez[kemmañ]

E 1552 e timezas d'he c'henderv João Manuel, priñs Portugal. Daou vloaz a boan goude e varvas he fried diganti, ha hi dougerez. Triwec'h deiz goude marv João Manuel, d'an 2 a viz Genver 1554, e c'hanas o mab Sebastião , a voe Roue Portugal .

Intañvez e oa da 19 vloaz. Goulenn a reas bout rejantez evit he mab. Bec'h a savas etrezi hag he mamm-gaer, Catalina de Austria, a oa moereb dezhi ivez, ha na felle ket dezhi leuskel he merc'h-kaer Juana da ren e Portugal. Goulennet e voe ali Karl V, a oa roue Spagn hag Impalaer santel war un dro, breur d'an eil ha tad d'eben. Hag eñ mont a du gant e c'hoar.

En em dennañ a reas Juana neuze da gêrig Tordesillas, en Kastilha. Gouarn Spagn a reas koulskoude pa edo he breur, ar roue Fulup II, o veajiñ etre Bro-Saoz ha Flandrez, etre 1554 ha 1559.

Jezuitez[kemmañ]

Araok intañveziñ e oa e darempred gant Francisco de Borja, ur jezuit hag en devoa aozet devezhioù retred ha prederiañ evit maouezed al lez. Goude marv he fried e tommas muioc'h c'hoazh ouzh ar vuhez speredel, ha Borgia e oa hec'h ambrouger speredel.

Goulenn a reas bezañ degemeret e Kompagnunezh Jezuz. Nec'het e oa Ignacio de Loyola: nac'h he goulenn ouzh merc'h an impalaer kozh ha c'hoar ar roue yaouank, pe degemer ur vaouez? Hag eñ, e miz Here 1554, da sevel ur bodad-studi, ennañ pemp beleg karget da studiañ afer.

A-du gant ar c'houlennerez ez eas ar bodad. Ignacio de Loyola a gasas ar c'heloù dezhi [1], ha Juana a lavaras he gouestloù relijiel a leanez.

Ne vevas ket en ur gumuniezh jezuit gwech ebet, met bevañ treut a reas, ma klemme tud al lez alies e oa deuet ar palez da vout evel ur gouent.

Juana de Austria eo ar vaouez nemeti he deus bevet hag a zo marvet (d'ar 7 a viz Gwengolo 1573) evel jezuitez.

Notennoù[kemmañ]

  1. En ul lizher eus an 3 a viz Genver 1555. 'Mateo Sanchez' eo an anv roet da Juana Aostria el lizher: un anv-kuzh a oa implijet abalamour da zoare politikel an afer.
Karl V, tad Juana.
Sant Francisco de Borja , gant Alonso Cano, kofesour Juana de Austria.
Sant Ignacio de Loyola , diazezour urzh ar jezuited, mignon da Juana de Austria.