Jordaan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lec'hiadur Jordaan ien Amsterdam

Jordaan a zo ur c'harter eus Amsterdam, en Izelvroioù.

Ti Anne Frank a gaver e penn Jordaan, tost ouzh kanol Prinsengracht. Rembrandt a gasas bloavezhioù diwezhañ e vuhez e Jordaan, e-kichen kanol Rozengracht. Douaret e vo e Westerkerk, e-korn Rozengracht ha Prinsengracht, un tammig pelloc'h evit Jordaan.

Meur a ziskouezva (gouestlet d'an arzoù a-vremañ), ha pretioù a gaver e Jordaan, ha marc'hadoù a vez aozet e Noordermarkt, Westerstraat (marc'had gwiad Lapjesmarkt) hag e Lindengracht.

Peurliesañ e vez lavaret e teu anv ar c'harter eus ar ger gallek jardin, hag a dalvez liorzh. Lod brasañ straedoù ha kanolioù Jordaan a zo dezho anvioù bleunvioù pe gwez. Lavaret e evz ivez e oa Jordaan anv ar stêr Jordan e nederlandeg) lesanv kanol Prinsengracht, ha diwarnañ a voe anvet ar c'harter.

Ut stared arouezius eus Jordaan : Eerste Leliedwarssstraat, Westerkerk a weler er foñs

Pa voe savet ar c'harter e voe lakaet da bal reiñ annez da dud paour, hiziv an deiz ez eo unan eus lec'hioù kerañ an Izelvroioù. War cheuc'haat eo aet an annezidi anezhañ, hag ar re baourañ o deus ranket dilojañ da lec'hioù marc'had-matoc'h evel Almere ha Purmerend.

Sevel ar c'harter a grogas e 1612, ha diazezet e voe at steuñv anezhañ (straedoù ha kanolioù) war hentoù kozh. C'hwec'h kanol a voe stanket en XIXvet kantved , en o zouez Rozengracht, hag a zo hiziv an deiz straed pennañ ar c'harter. Enni e tremen al liennnoù tramway 13, 14, ha 17.

Ez-hengounel ez eo ur c'harter eus an tu kleiz.The neighbourhood was traditionally a leftwing stronghold, with a stormy history. Emsavadegoù a voe e 1835, 1886, 1917 hag e 1934. Harz-labour miz C'hwevrer 1941 a grogas p'en em vodas an dud tro-dro da Noordermarkt.

Buhezek e voe ar c'harter a-fet sonerezh en XXvet kantved, ha delwennoù da veur a soner a gaver er c'harter, evel an hini da Johnny Jordaan, e-korn Prinsengracht ha Elandsgracht. Jordaanfestival, hag a zo diazezet war hengoun sonerezh ar c'harter, a vez aozet pep bloaz.

E Jordaan e kaver kalz hofjes (porzhioù diabarzh), hag a zo bet savet gant tud pinvidik a-benn reiñ anezho da vaouezed kozh, un doare trugarez e oa. Lod brasañ anezho, evel ar peurrest eus ar c'harter, a oa en ur stad fall er bloavezhioù 1970. Abaoez eo bet kempennet al lod brasañ anezho, hag hiziv an deiz e kaver dreist-holl arzourien, studierien ha tud kozh enno. E-pad an hañv e vez digoret ul lodenn anezho da Sul, pa vez aozet sonadegoù digoust anvet hofjesconcerten.

Ouzh talbenn lod brasañ tiez Jordaan e weler arouezioù kizellet er maen, da ziskouez micher pe orin familh an annezidi. Da aroueziñ ur c'higer e vo gwelet neuze ur pemoc'h, pe ur re sizailhoù da aroueziñ ur c'hemener. An arouezioù kentañ a voe kizellet er 16vet kantved, pa voe gourc'hemennet d'an annezidi implijout maen e-lec'h talgenoù koad bras, hag a lakae staedoù strizh ar c'harter da vezañ teñval.

Savadurioù dibar lec'hiet e Jordaan[kemmañ]


Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.