Almere

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Almere
Kumun en Izelvroioù Izelvroioù
Banniel Almere vlag.svg
Skoed Coat of arms of Almere.png
Lec’hiadur Almere e proviñs Flevoland hag en Izelvroioù Map - NL - Municipality code 0034 (2009).svg
Proviñs Flevoland Flevoland
Kod post 1300-1379
Maer Annemarie Jorritsma (VVD)
Gorread 248,77 km²
douar 130,33 km²
dour 118,44 km2
Hed 5° 13' .." Reter
Led 52° 22' .." Norzh
Uhelder .. m
Poblañs 187 002 (31.05.2009)
Piramidenn hervez an oad Bevolkingspiramide 2008 - CBS gemeentecode 0034.svg (01.2009)
Stankter 1435 ann./km²
Lec'hienn ar gumun www.almere.nl/

Almere (distagañ [1]) a zo ur gêr hag ur gumun e proviñs Flevoland en Izelvroioù. Stok ouzh Lelystad ha Zeewolde eo. Er gumun emañ an distrigoù da-heul : Almere Stad, Almere Haven, Almere Buiten, Almere Hout, Almere Poort hag Almere Pampus. E polder Zuidelijk Flevoland emañ, ha kêr gornôgelañ proviñs Flevoland eo. Unan eus kêrioù nevesañ an Izelvroioù eo Almere : an ti kentañ a voe savet e 1976, hag ur gumun e teuas Almere da vezañ e 1984. A-fet niver a annezidi ez eo kumun vrasañ Flevoland[1], hag eizhvet kêr vrasañ an Izelvroioù[2]. E miz Here 2007 e voe un emglev etre dilennidi kuzul-kêr Almere ha gouarnamant an Izelvroioù da vont betek 350 000 annezad a-benn 2030[3].

Istor[kemmañ]

Annezidi gentañ Almere

Raktreset e oa bet e vefe implijet ar vro da labourat an douar. Met goude an Eil Brezel-bed e kreskas buan poblañs Amsterdam ha neuze e voe rakterset sevel div gêr e polder Oostelijk Flevoland hag e hini Zuidelijk Flevoland. The town in Oostelijk Flevoland became Lelystad eo a voe savet en Oostelijk Flevoland. An hini savet e Zuidelijk Flevoland a oa anvet Zuidweststad er raktresoù kentañ, hag e 1970 e voe dibabet an anv Almere, diwar anv kentañ Zuiderzee er Grennamzer. E 1976 e voe savet ti kentañ Almere. D'ar mare-se e veze meret Almere gant Openbaar Lichaam Zuidelijke IJsselmeerpolders (Z.IJ.P.). E 1984 e voe lakaet Almere da gumun.

De Citadel, e kreiz-kêr

Gouarnamant lec'hel[kemmañ]

Annemarie Jorritsma-Lebbink (VVD) eo a zo maerez Almere abaoe ar 16 a viz Eost 2003. D'ar 7 a viz Ebrel 2006 e voe aozet ar c'huzul nevez :

Listennad maered :

Kuzul-kêr[kemmañ]

Annemarie Jorritsma-Lebbink

D'an 2 a viz Genver 1984 e voe aozet ar c'huzul-kêr kentañ, ma kemeras perzh ennañ Koos Rietkerk hag a oa ministr an diabarzh d'ar mare-se. D'an 21 a viz Gwengolo 1983 e oa bet aozet an dilennadegoù. A-raok 1984 e veze meret Almere gant un Adviesraad a veze dibabet bep daou vloaz (1978-1980, 1980-1982, 1982-1984). Savet e oa an Adviesraad war skouer forzh pe guzul-kêr : ennañ e oa izili eus strolladoù politikel liesseurt. D'an 11 a viz Meurzh 1977 e voe dilennet an adviescommissie kentañ. Ur bodad ennañ 5 den eo. Abaoe 1998 ez eus 39 dileuriad e kuzul-kêr Almere.

Party 1984 1986 1990 1994 1998 2002 2006
PvdA 10 14 9 6 9 7 12
VVD 5 5 7 10 12 8 7
Leefbaar Almere - - - - - 9 4
SP - - - - - - 4
GroenLinks 2 1 3 4 4 4 3
CDA 2 3 4 3 3 4 3
Almere Partij - 1 2 2 3 2 2
ChristenUnie - - - - 1 1 2
D66 1 2 7 10 5 2 1
Verenigde Senioren Partij - - - - 1 1 1
Stadspartij Almere - - - - 1 1 -
CP/CD 2 1 1 2 - - -
Stap '84 1 - - - - - -
Total 23 27 33 37 39 39 39

Gevellerezh[kemmañ]

Gevellet eo Almere gant ar c'hêrioù da-heul:[4][5]

Kartenn Almere ma weler an distrigoù
Kastell Almere

C'hwec'h distrig (stadsdelen) a zo en Almere.[6]

Anv Bloavezh[7] Lec'hiadur
Almere Haven 1976 Map NL Almere Haven.PNG
Almere Stad 1980 Map NL Almere Stad.PNG
Almere Buiten 1984 Map NL Almere Buiten.PNG
Almere Hout 1991 Map NL Almere Hout.PNG
Almere Poort 2000 Map NL Almere Poort.PNG
Almere Pampus - Map NL Almere Pampus.PNG

Emdroadur ar boblañs[kemmañ]

Bep bloaz e vez aozet Defqon1 (ur festival sonerezh elektronek) en Almere. E-tro 40 000 den a gemer perzh ennañ.

C'hoariva "Schouwburg Almere"
  Almere Haven Almere Stad Almere Buiten Almere Hout Almere Poort Almere Pampus Almere en holl
1970             52
1975             47
1980 6596           6632
1985 21410 17240 1559       40297
1990 22355 37024 11499       71087
1995 22376 58816 22740 564     104496
2000 22237 83934 35290 1336     142797
2005 22590 103560 47358 1366     175008
2007 22507 105261 51751 1345 134   180998

Transportoù[kemmañ]

En Almere ez eo rannet an hentoù e teir lodenn : unan evit ar c'hiri, unan evit ar c'hirri-boutin hag unan all evit an dud war varc'h-houarn. Liammet eo Almere ouzh ar gourhent A6 hag ouzh an hini A27.

Hent-houarn[kemmañ]

E 1987 e voe liammet Almere ouzh rouedad hentoù-houarn broadel an Izelvroioù (Nederlandse Spoorwegen). E 1988 e voe peurechuet hentoù-houarn Flevolijn, da vont betek ti-gar Weesp ha hini Lelystad Centrum. Pemp ti-gar a zo en Almere :

  • Almere Muziekwijk (digoret e 1987)
  • Almere Centrum (digoret e 1987)
  • Almere Parkwijk (digoret e 1996)
  • Almere Buiten (digoret e 1987)
  • Almere Oostvaarders (digoret e 2004).

Ur raktres a zo da sevel unan all, a vefe anvet Almere Poort.

Kirri-boutin[kemmañ]

Dek linenn karr-boutin a zo en Almere :

  • 1 Almere Buiten Stripheldenbuurt-Almere Haven De Marken
  • 2 CS Almere-Gooisekant
  • 3 Almere de Vaart-Almere Haven Centrun
  • 4 CS Almere-Almere Poort Columbuskwartier
  • 5 Almere Oostvaarders-Almere 't Oor
  • 6 CS Almere-Almere Parkwijk
  • 7 Almere Noorderplassen-Almere Sallandsekant
  • 8 CS Almere-Kemphaan
  • 9 Almere Buiten-Almere de Vaart
  • 10 Almere Buiten- Almere Stad Gooisekant

Al lod brasañ anezho a dremen bep 7 munutenn. Ouzhpenn ez eus ivez kirri-boutin rannvro da vont da Hilversum, Zeewolde, Harderwijk, Schiphol, ha da di-gar Amsterdam Amstel.

Notennoù[kemmañ]


Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.