Westerkerk

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Westerkerk

Westerkerk (iliz ar c'hornôg e nederlandeg) a zo un iliz protestant lec'hiet en Amsterdam, tost ouzh karter Jordaan, war vord ar ganol Prinsengracht. Savet eo bet etre 1620 ha 1631 diwar ur steuñv gant Hendrick de Keyser. Korzenn Wersterker eo an hini uhelañ en Amsterdam : 85 metrad uhelder eo. Ar c'hleier a voe savet gant ar vreudeur Hemony.

Rembrandt van Rijn a voe douaret enni d'an 8 a viz Here 1669. ne ouezer ket ez-resis pelec'h emañ e vez, met war a seblant e vije eus tu moger norzh an iliz. Karedig Rembrandt, Hendrickje Stoffels e anv, a zo douaret enni ivez, ha marteze ivez e vab, Titus van Rijn e anv. Livourien all evel Nicolaes Berchem, Gillis d'Hondecoeter, Melchior d'Hondecoeter ha Govert Flinck a zo douaret enni ivez. Dorioù an ograoù a zo bet kinklet gant Gerard de Lairesse.

Nepell ouzh Achterhuis (hiziv an deiz ti Anne Frank) emañ Westerkerk. Alies e vez meneget Westerkerk en he deizlevr, rak eus ar solier e c'helle Anne Frank he gwelout. Un delwenn da Anne Frank a zo e diavaez an iliz.

Tost ouzh Westerkerk e kaver ivez Homomonument, ur monumant d'an holl dud - paotred ha merc'hed - a voe heskinet abalamour d'o heñvelreviadelezh.

E Westerkerk e timezas ar rouanez Beatris (Priñsez Beatris d'ar mare-se) gant ar priñs Claus von Amsberg, d'an 10 a viz Meurzh 1969.

E meur a gêr all en Izelvroioù e kaver ilizoù anvet Westerkerk :Leeuwarden, Enkhuizen, Amersfoort, Bunschoten, Ermelo ha Capelle aan den IJssel.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Skeudennoù[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.


Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.