Noorderkerk

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Noordekerk

Noorderkerk (iliz an norzh e nederlandeg) a zo un iliz lec'hiet e karter Jordaan en Amsterdam. Gant protestanted eo e vez implijet. Sonadegoù sonerezh klasel a vez aozet enni ivez. Savet eo bet etre 1620 ha 1623, diwar ur steuñ va gant Hendrick de Keyser (savour Westerkerk e voe ivez). Pa varvas de Keyser e 1621 e voe echu ar chanter gant e vab Pieter.

Kempennet eo bet etre 1993 ha 1998. An tour bihan a zo bet kempennet etre 2003 ha 2004, ha kempennet eo bet an ograoù a zo enni e 2005.

A-hed kanol Prinsengracht emañ, e-kichen ar blasenn anvet Noordermarkt. E 1941 e veze boaz aozerien harz-labour miz C'hwevrer d'en em vodañ tro-dro d'ar blasenn-se, hag hiziv an deiz ez eus ur blakenn da eñvoriñ an darvoudoù-se, ouzh tu su an iliz. Servijoù arkeologiezh ti-kêr Amsterdam a gaver en adiliz er su, ha kinniget e vez ivez kavadennoù nevez a denn d'an arkeologiezh.

Liamm diavaez[kemmañ]

Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.