Jacques Le Brigant
Neuz
Jacques Le Brigant (18 a viz Gouer) 1720- 3 a viz C'hwevrer 1804) a oa ur c'heltiegour.
Ganet e oa e Pontrev, e Treger.
Goude studioù da vezañ alvokad en em lakaas da studiañ an istor.
E studioù war an hendraoù keltiek a gasas anezhañ da Straßburg ma labouras gant Oberlin, yezhadurour brudet.
E 1779 ec'h embannas ul levr anvet Élémens (sic) de la langue des Celtes Gomérites, ou Bretons : Introduction à cette langue et, par elle, à celles de tous les peuples connus.
Kendrec'het e oa e teue holl yezhoù ar bed, hebraeg, sañskriteg, iwerzhoneg pe patagoneg, diwar ar brezhoneg.
Kenlabourat e reas gant Théophile-Malo Corret de La Tour d'Auvergne a gemeras plas e vab yaouankañ evel greunadour da 53 bloaz.
Aet eo da Anaon e Landreger.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 500 Bretons à connaître gant Jean-Loup Avril, embannadurioù L'Ancre de Bretagne, 1989.