Islavarenn emren

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen islavarenn emren pe pennlavarenn (saoz: independent clause pe main clause) evit komz eus ur frazenn eeun hag a dalvez da frazenn glok drezi hec'h-unan hervez reolennoù kevreadurezh ar yezh-mañ'r-yezh.

Dre ma'z eo frazennoù peurglok anezhe, e vez kaver atav e pep frazenn emren ur rener hag ur prezegad.

Bez' e c'heller liammoù meur a islavarenn emren an eil ouzh eben ren-ouzh-renk gant stagelloù pe dre implijout ar poentadur evit sevel frazennoù liesrann, da skouer:

Frazennoù eeun
"Kelenner on"
"Kelenn a ran"
Frazennoù liesrann
"Me 'zo kellener ha ma greg a zo mezegez"
"Fellout a ra din mont met ret e din paeañ da gentañ"


Gwelit ivez:[kemmañ]