Islavarenn stag

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen islavarenn stag (saoz: dependent clause pe subordinate clause) evit komz eus un islavarenn n'hall ket talvezout drezi hec'h-unan fenn hepmuiken evel ur frazenn peurglok ha reizh hervez reolennoù yezhadur resis ar yezh-mañ'r-yezh ha rankout a reont bezañ implijet neuze staget ouzh un islavarenn emren atav daoust ha ma vez savet seurt islavarennoù stag diwar ur rener hag ur prezegad.

Ar bep alliesañ e krog un islavarenn stag gant ur stagell isurzhiañ mui ur rannfrazenn adverb, da lâret eo ur rannfrazenn gantañ an hevelep arc'hwel hag un adverb hervez framm kevreadurezhel ar frazenn, da skouer:

  • "Deskiñ a ra un dra nevez e pep lec'h ma'c'h a"

E meur a yezh e talvez gerioù stagañ evit liammañ un islavarenn stag ouzh un islavarenn emren, gantañ an hevelep arc'hwel hag un anv-gwan hervez framm kevreadurezhel ar frazenn, da skouer e saozneg:

"The man who I saw"
"(An den a welis")

E brezhoneg e vez implijet ar rannoùigoù verb "a/e" ha "ma" e seurt degouezhioù:

"An den a garan"
"An hini e oan o soñjal ennañ"
"An hini ma oan o soñjal ennañ"

E degouezhioù all e c'hell en em derc'hel un islavarenn stag evel un anv, da skouer evel renadenn eeun ar verb er bennlavarenn:

"Piv a gompren perak ne lâras netra?"
"N'ouzon ket hag-eñ e teuio"

Graet e vez "frazenn gevrennek" eus ur frazenn enni un islavenn emren (pe "bennlavarenn") mui un islavarenn stag d'an nebeutañ, da skouer:

Frazenn gevrennek
"Youc'hal a reas ma c'hoar rak gloaziañ he biz a reas"
Renerion: "ma c'hoar" / "(hi)) (amraganvelezh)
Prezegadoù: "youc'hal a reas" / "gloaziañ a reas he biz"
Stagell isurzhiañ: "rak"

Ouzhpenn-se e c'heller liammañ frazennoù kevrennek a-seurt-se ouzh frazennoù eeun all pe frazennoù kevrennek all gant stagelloù evit sevel frazenn gevrennek liesrann, da skouer:

Frazenn gevrennek liesrann
"Pa lârjont din em boa gounezet ar redadeg e vousc'hoarzhis met ne semplis ket"
Renerion: "int" / "me" / "me" / "me"
Prezegadoù: "lârjont din" / "gounezet ar redadeg" / "mousc'hoarzhis" / "semplis" told me, won the contest, cried, didn't faint
Stagell isurzhiañ: "pa", "e"
Stagell kenurzhiañ: "met"


Gwelit ivez:[kemmañ]