Ippolito II d'Este
Ippolito d'Este, pe Ippolito II d'Este (1509-1572), a oa ur c'hardinal italian er XVIvet kantved, mab d'an dug Alfonso d'Este ha da Lucrezia Borgia, ha niz d'ar c'hardinal Ippolito d'Este.
E vuhez [kemmañ]
Ganet e oa e Ferrara. Dre e vamm e oa mab-bihan d'ar pab Alesant VI. E 1519 e voe anvet arc'heskob Milano war-lerc'h e eontr. En 1536 e voe pedet da Vro-C'hall gant ar roue Frañsez Iañ. E vreur Ercole II, dug Ferrara war-lerc'h o zad, a oa dimezet d'ur verc'h da Loeiz XII ha da Anna Vreizh, Renée Bro-C'hall .
Kardinal hag eskob [kemmañ]
Anvet e voe da gardinal gant ar pab Paol III en 1538, ha goude eskob e meur a lec'h.
Eskob Ferrara, Autun e oa bet ivez.
- arc'heskob Lyon eus 1539 da 1551,
- eskob Landreger eus 1541 da 1544,
- eskob Autun eus 1546 da 1550,
- arc'heskob Narbonne eus 1550 da 1551,
- arc'heskob Auch eus 1551 da 1562,
- arc'heskob Arle eus 1562 da 1566,
- eskob Saint-Jean-de-Maurienne eus 1563 da 1567.
Notennoù [kemmañ]
Gwareziñ a reas arzourien evel Benvenuto Cellini.
Mervel a reas, war-lerc'h ur c'hleñved berr, e Roma en 1572 , klañv gant an itrikoù ha bec'h ar c'hargoù politikel. Beziet eo en iliz Santa Maria Maggiore e Tivoli, tost d'ar Villa d'Este.