Tivoli

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Tivoli zo ur gêr en Italia, e Lazio. Tibur e oa an anv latin kozh.

Monumantoù[kemmañ]

Villa d'Este

Brudet eo ar Villa Adriana, palez an impalaer Hadrian (76-138), savet etre 118 ha 134.

E 1550 e voe savet ar villa d'Este, unan eus kaerañ liorzhoù an Azginivelezh italian.

En XIXvet kantved e voe lakaet aozañ ul liorzh all gant ar pab Gregor XVI, enni dismantroù, mougevioù, lammoù-dour, anvet Villa Gregoriana.

Gant maezioù Tivoli eo bet awenet al livourien glasel evel Nicolas Poussin, Claude Lorrain, ha diwezhatoc'h re ar romantelezh evel Corot ha Turner.

Lec'hioù arall[kemmañ]

Diwar anv Tivoli eo bet anvet liorzhoù Tivoli Pariz en Bro-C'hall ha liorzhoù Tivoli (1843), e Kopenhagen e Danmark.