Ibrahim Rugova
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Socialist Federal Republic of Yugoslavia |
Anv e yezh-vamm an den | Ibrahim Rugova |
Anv-bihan | Ibrahim |
Anv-familh | Rugova |
Deiziad ganedigezh | 2 Kzu 1944 |
Lec'h ganedigezh | Cerrcë |
Deiziad ar marv | 21 Gen 2006 |
Lec'h ar marv | Prishtina |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev ar skevent |
Lec'h douaridigezh | Prishtina |
Yezhoù komzet pe skrivet | albaneg |
Micher | politiker, skrivagner, skridvarnour |
Karg | President of the Republic of Kosova, President of Kosovo |
Bet war ar studi e | Faculty of Arts of Paris, University of Pristina (1969–1999) |
Strollad politikel | Democratic League of Kosovo |
Relijion | Islam |
Prizioù resevet | Priz Sac'harov, Homo Homini Award, honorary doctorate of the University of Tirana, honorary doctor of Paris 8 University, Order of the National Flag |
Ibrahim Rugova (2 Kerzu, 1944 - 21 Genver, 2006) a oa Prezidant Kosovo ha Kevre Demokratel Kosovo, ar strollad politikel er galloud. Ganet e oa bet e Cerrcë, Kosovo. Arouez stourm an albanegerien evit dizalc'hiezh Kosovo e oa. Lesanvet e oa bet "Gandhi ar Balkanoù" abalamour d'e brezeg difeuls.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Studiet en deus Rugova ar brederouriezh ha diplomet e oa eus skol-veur ar Sorbonne e Pariz. Komz a rae albaneg, saozneg, serbeg ha galleg. Unan eus diaraogerien intelligentsia Kosovo e oa bet dindan renad kozh Yousgoslavia. Skrivagner ha kedrefour anezhañ, e teu da vezañ prezidant skrivagnerien Kosovo e 1988. E-pad an tabutoù niverus bet en-dro da Gosovo en deus bet stourmet atav evit doareoù anfeuls da ziskoulmañ an traoù ha da herzel ouzh ar Serbed. Unan eus diazezerien Kevre Demokratel Kosovo (KDK) eo bet d'ar mare ma oa bet nullet emrenerezh Kosovo gant Slobodan Milošević anezhañ prezidant Serbia, e 1989. Disklêriet eo bet o dizalc'hiezh gant Albanegerien Kosovo neuze ha kroget o deus da sevel o gouarnamant dezho o-unan en ur bourchas servijoù na vezent ket pourchaset gant gouarnamant Serbia evel war dachenn ar yec'hed pe an deskadurezh en albaneg. Groñs e nac'has en em gannañ ha komz ouzh ar galloud serb a-hed ar bloavezhioù 90
E 1998 e oa bet deroet dezhañ ar Priz Sac'harov evit ar Frankiz Soñjal.
E-pad brezel Kosovo e 1999 eo bet skapet er gêr e Priština asambles gant e diegezh. Diwezhatoc'h eo bet diskouezet war ar skinwel oc'h eskemm gant al lusker serb Slobodan Milošević. Diskouezet eo bet e oa bet rediet daoust dezhañ d'en em zikouez gant Milošević.
Evel lusker ar KDK eo bet dilennet Rugova da brezidant Kosovo d'an 2 a viz Meurzh 2002 hag, adarre, e miz Here 2004.
Ur wech e karg en deus kaset Rugova ur politkerezh daremprediñ ha kenlabour tost gant ar Stadoù-Unanet ha gant Unaniezh Europa.
Darbet e voe dezhañ mervel d'ar 15 a viz Meurzh 2005 pa darzhas ur vombezenn bet lakaet en ur pod-lastez d'ar mare ma yae hebiou gant e garr.
Butuner-daonet e rank kuitaat Kosovo d'an 30 a viz Eost evit mont da ospital milourel an United States Air Force e Landstuhl e Alamagn evit bezañ louzaouet pelloc'h goude prederioù kentañ e Priština hag e Kamp Bondsteel, anezhañ bon brasañ SUA e Kosovo. Goude ur sizhun e Landstuhl e tistro da Gosovo. D'ar 5 a viz Gwengolo 2005 e kemenn d'an holl gouzañv diwar krign-bev ar skevent met n'emañ ket e soñj reiñ e zilez eus ar brezidantelezh. Mervel a ra d'an 21 Genver 2006 goude koll e emgann a-enep d'ar c'hleñved
Hervez ar vonreizh da c'hortoz eo prezidant ar Parlamant Nexhat Daci zo da erlec'hiañ anezhañ.
Sañset e oa Rugova bezañ e penn ar gevraouerien a oa o vont da gomz eus dazont statud ar broviñs dindan renerezh an ABU e Vienna e deroù C'hwevrer 2006.