Deskadurezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
An deskadurezh a zo ar pezh a vez roet da c'houzout d'un den evit lakaat e skiant-spered da greskiñ ha bezañ gouest d'e implij evit e gondu er vuhez personel ha sokial. Deskiñ a zo tapout ha kompren mat ar pezh a vez kelennet gant tud zo, ar vistri-skol hag ar gelennerien en o zouez.
Dre vras e komzer eus an deskadurezh evit ar c'helenn roet d'ar yaouankiz etre 2 ha 30 bloaz.
[kemmañ] An deskadurezh evel reizhiad kelenn
Un reizhiad evit treuzkas elfennoù ar ouiziegezh hervez ur steuñv evit pep oad eo an deskadurezh ivez. Kregiñ a ra ar reizhiadoù deskadurezh er skolioù-mamm pe kindergartenoù eus an trede bloaz betek fin ar studioù uhelañ graet er skolioù-meur peurvuiañ. Reizhiadoù deskadurezh etre a zo eus ar c'hwec'hvet bloaz betek an oad a 15-18 vloaz.

