ISKCON (Hare Krishna)

Eus Wikipedia
Krishna ha Radha

Anv ofisiel ar strollad-mañ eo Kevredigezh Etrebroadel evit Anaoudegezh Krichna (saozneg International Society for Krishna Consciousness (ISKCON)), met peurliesañ e vez graet ar re Hare Krichna oute gant an dud.

Ul luskad relijiel nevez, pe evit lod ur sektenn, eo ISKCON, diazezet war gredennoù ar vichnouegezh mod Gaudiya, da lâret eo e c'hell bezañ renket e-touez familh ar relijionoù a denn d'an hindouegezh. Diazezet eo ISKCON war ar bhakti yoga, da lâret eo kanañ meleudi da gKrichna hag e genseurtez Radha.

Degaset e voe ar c'hredennoù-se evit ar wech kentañ da broioù ar C'hornôg gant A.C. Bhaktivedanta Swami Prabhupada p'en em stalias e New York e 1966 evit prezegenniñ eno.

Dre vras[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezet e vez al luskad Hare Krichna gant an dud dre vras a-drugarez d'an izili a c'heller gwelet (nebeutoc'h-nebeutañ e gwirionez) gwisket evel menec'h eus India o tañsal hag o kanañ ar mantra meur dre straedoù bras kêrioù pennañ broioù Europa.

Ar mantra meur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra lesanv al luskad diwar ar ganenn kanet gante a-hed ar wech a vez graet er maha mantra outi, da lâret eo ar ganenn veur.

Kavet e vez ar ganenn-se e skriturioù sakr an hindouegezh, da skouer an Upanichad Kali-santarana, ha skignet e voe dreist-holl gant Chaitanya Mahaprabhu, bet ganet e Mayapur (India) e 1486. Brudet-bras eo ar ganenn-se en India a-bezh ha kanet e vez gant an dud n'emaint ket e-barzh al luskad ISKCON ivez.

Ar mahamantra e sañskriteg

Setu pozioù ar ganenn:

HARE KRICHNA HARE KRICHNA KRICHNA KRICHNA HARE HARE
HARE RAMA HARE RAMA RAMA RAMA HARE HARE

Kanañ a ra meuleudi da anvioù an doue Chiva, Krichna ha Rama.

Kredennoù hag istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit izili ISKCON ez eo Krichna kevatal da Vichnou ha hennezh e penn an holl zoueed. Kregiñ a reas ar bhakti yoga da geñver ar maread ar Vedaoù, met diorroet ha kaset da benn e oant dreist-holl gant Sri Caitanya Mahaprabhu e kornôg Bengal er bloavezhioù 1500s. Abalamour da se emañ renket ISCKON evel un doare hindouriezh vishnour gaudiya, da lâret eo e mod Bengal.

Kalz a dud a zo aet war hent ar vichouegezh doare goadiya en India dre vras, dresit-holl e kornôg Bengal hag Orisa abaoe ar grennamzer. Unan eus an diforc'hioù pennañ etre ar vichnouegezh doare gaudiya ha doareoù hindouegezh all, vichnoueger pe get, a denn d'ar fed ma vez kredet ez eo ene pephini un bezañs evitañ e-unan ha ne deu ket na netra dre vezañ enteuzet en netra.

E Londrez

Prabhupada an hini eo a degasas an doare hindouegezh-se d'ar C'hornôg dre krouiñ ISKCON hag ivez dre dreiñ meur a skritur sakr an hindouegezh diwar ar sañskriteg hag ar bengaleg, evel da skouer ar Bhagavad Gita, ar Srimad Bhagavatam hag ar Chaitanya Charitamrita[1].

Seizh pal ISKCON[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe savet ISKCON gant Prabhupada e 1966 e tisklêrias en deveze al luskad seizh pal pennañ:

  • Skrignañ ar c'hredennoù dre ar gevredigezh en he fezh;
  • Lakaat an dud da anaout Krishna hervez ar Bhagavad-gita hag ar Srimad-Bhagavatam;
  • Kenstrollañ an izili evit o c'has tostoc'h-tostañ da gKrichna ha dre se skrigañ ar c'hredennoù en un doare ledanoc'h;
  • Kas war-raok al luskad sankirtana, da lâret eo kanañ ar mantra e lec'hioù foran hervez kelennouriezh Chaitanya;
  • Sevel ul lec'h sakr evit izili al luskad met ivez digor d'an dud all gouestlet da gKrishna;
  • Lakaat an izili da vevañ asambles hervez reolennoù simpl ha naturel;
  • Embann levrioù ha kelaouennoù evit skignañ kredennoù al luskad.

Klasket e vez gant tud ISKCON skignañ o c'hredennoù ha lakaat muioc'h-mui a dud da grediñ enne, dreist-holl dre brezegenniñ er straedoù en ur gannañ pe o werzhañ levrioù. Meur a gumuniezh hare krichna a zo dre ar bed a-bezh, gante tiez-debriñ, tiez-feurm ha skolioù zoken.

Daoust ma m'eo aet ISKCON mui-ouzh-mui war hent ar c'hornaouekaat, an holl izili a dremen hep debriñ kig, hep ober gant ar c'hoarioù arc'hant, hep evañ alkool pe c'hoazh tamm dramm ebet hag ivez hep kaout darempredoù revel nemet e vefe evit genel bugale gant ur c'houblad dimezet.

Kudennoù diabarzh war-lerc'h marv Prabhupada[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Prabhupada e oa bet krouet ISKCON ha gantañ e oa bet diorroet ha lakaat da greskiñ a-hed e vuhez.

Goude marv Prabhupada d'ar 4 a viz Du 1977 e teuas 11 ezel da vezañ gouroued veur (saozneg initiating gurus):

Tamala Krishna Gosvami
Satsvarupa dasa Gosvami
Jayapataka Swami
Hrdayananda Gosvami
Bhavananda Gosvami
Hamsaduta Swami
Ramesvara Swami
Harikesa Swami
Bhagavan dasa Adhikari
Kirtanananda Swami
Jayatirtha dasa Adhikari.

Diwar an 11 den-se, hiziv n'eus nemet 4 dioute a zo c'hoazh ezel eus ISKCON.

Hiziv emañ aferioù ISKCON dindan beli ur C'huzul Merañ (saozneg Governing Body Commission), bet krouet gant Prabhupada e-unan. Cheñchet kalz en deus ar C'huzul-se abaoe ma oa bet krouet gant Prabhupada ha kritiket kalz eo bet gant izili zo. Devamrta Swami eo anv Prezidant ar C'huzul Merañ.

Goude marv Prabhupada ez eo bet kemmet meur a gredenn ivez.

Kudennoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-hed an amzer eo bet tamallet pennoù ISKCON da vezañ kaset da benn skrapadennoù, krizeri war ar vugale ha flod. E penn kentañ ar bloavezhioù 80 e oa bet savet a-enep dezhe meur a brosez gant ISKCON barnet da baeañ gant kalz a arc'hant hag ivez gant pennoù zo eus al luskad lakaet en toull [2].

Hervez John Hubner ha Lindsey Gruson en o levr diwar-benn ar re Hare Krishna er Stadoù-Unanet Monkey on a Stick: Murder, Madness and the Hari Krishnas [3] o doa kemeret perzh izili eus ar strollad e gwerzhañ struj hag armoù hag kiriek e vefe bet lod ivez da vezañ lazhet izili all.

Ar skandaloù braña a dennas d'an doare ma oa bet mac'homet bugale eus skolioù an aozadur gant pennoù ISKCON, dreist-holl gwalloberioù revel, bet anavezet ez-forna gant ISKCON e 1998 [4].

Goude ma oa bet tamallate ar strollad da baeañ 9,5 milion a dollaroù e lâras 430 den all o doa bet gouzañvet seurt gwalloberioù ivez ha freuzstal he doa ranket disklêriañ ISKCON

Gwelet ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]