Hent-houarn Pornizh Pembo

Eus Wikipedia
Linenn hent-houarn
Pornizh – Pembo
Leurgêr an ti-gar e Sant-Brewenn e-tro 1910
Riez Breizh Breizh
Kêrioù PornizhSant-Mikael-KevegerPlaen-RaezPembo
Istor
Digoradur 1906
Klozadur 1938
Korvoerien CCFM (1906-1939)
Spisverkoù teknikel
Hirder 31,2 km
Treuz Strizh (1,0 m)
Tredan Ket
Forzhioù 1
Tremenerezh
Perc'henn Departamant al Liger-Izelañ
Korvoer CCFM
Tremenerezh Beajourien

Ul linenn hent-houarn strizh (1 metr he zreuz) a oa etre Pornizh ha Pembo, e Bro-Naoned hag e departamant al Liger-Izelañ, e Breizh.

En embregerezh Compagnie des chemins de fer du Morbihan (CCFM) e oa bet fiziet al linenn gant an Departamant

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 20 a viz Eost 1906 e voe digoret al linenn evit darbariñ kêrioù kouronkañ ar c'horn-bro a-hed 31,2 km ; ur skourr 1,6 km a oa e Plaen-Raez da gas da Bradvael.

Disrannet e oa al linenn-se diouzh ar peurrest eus rouedad ar CCFM, a c'helled tizhout dre borzh-houarn Sant-Nazer goude treuzet al Liger e porzh Mendin e Sant-Brewenn. Dre dreuziñ al Liger ivez e c'helled mont eus Donez da Bembo da gemer an tren.

Pa voe diorroet rouedad an hentoù evit an niver brasoc'h-brasañ a girri-tan e voe dilezet al linenn hent-houarn, a voe klozet e d'ar 15 a viz Mezheven 1938 goude 32 vloaz. Ur servij kirri-boutin a voe staliet en he lec'h.

Tres[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fichenn-eurioù ar CCFM e 1914
  • PK = Poent Kilometrek adalek porzh-houarn Pornizh.
  • PK darnel ha diresis hervez fichenn-eurioù CCFM 1914.
Ehan Kumun PK
Pornizh-Stad 0,000
La Noëveillard (ti-gar ebet) Pornizh 2
Lokmaria-Pornizh 5
Plaen-Raez 10
Gougeriadur da Bradvael
Quirouard Pradvael
Pradvael 12
La Doutrie Pradvael
Le Cormier 14
Tharon-Plage Sant-Mikael-Keveger 15
Sant-Mikael-Keveger 17
La Mallardière (ti-gar ebet) Sant-Brewenn
Les Rochelets (ti-gar ebet) 21
Saint-Brévin-l'Océan 23
Sant-Brewenn 25
Mendin 28
Korzed 37
Pembo 40


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Nennig,Jean-Pierre. Un chemin de fer d'intérêt local en Loire-Inférieure. Pornizhan : JPN Éditions, 2003 (ISBN 978-2-9519898-0-1).


Porched hentoù-houarn Breizh
Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an hentoù-houarn Breizh.
Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh.