Harrison Ford
Ganet eo bet Harrison Ford e Chicago (Stadoù-Unanet) d'an 13 a viz Gouere 1942. Brudet eo dreist-holl evit bezañ bet e Han Solo (e filmoù Star Wars) hag Indiana Jones. Goude ar skol-veur ez a war ar vicher kalvez. C'hoari a ra perzhioù bihan e westernioù e memes koulz. Kregiñ a ra da vezañ anavezet gant ar film American Graffiti gant Georges Lucas. Met fellout a ra da Harisson Ford kenderc'hel gant ar vicher kalvez. Goulen a ra Lucas gantañ sikour evit casting Han Solo. A-benn ar fin eo Ford a zo bet dibabet gant Lucas. Goude-se, Indiana Jones... hag e teu Ford da vezañ ur gwir star holl vrudet. Un nebeud filmoù gant Harisson Ford : American Graffiti (1973), Star Wars (meur a film zo e 1977, 1980, 1983), Indiania Jones (4 film e 1981, 1984, 1989 ha 2008), Witness (1985), The Fugitive (1993), The Devil's Own (1997)...
Filmoù [kemmañ]