Gwerin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar werin eo yoc'h an dud izelañ o statud er gevredigezh. Implijet e vez da gentañ evit an dud vunut, ar pezh a vez anvet ar bobl voutin ivez ragenep d'ar c'hlasoù sokial uhelañ, enno ar pennoù bras pe ar vegenn.

Ur ger implijet a-gozh eo (krennvrezhoneg: gueryn ; Fañch an Uhel: gwerin)) pa oa ledanoc'h an troc'h etre ar bobl hag ar re o doa madoù ha moienoù bevañ a-zoare. Er XVIIvet kantved e oa 80% eus an dud e Bro-C'hall o tennañ gounid eus an douar evel kouerien gant nebeut a splet. E 2006 e veze lavaret e oa 30% eus an dud dezho ul live bevañ eus an strishañ hag a c'hellfe bezañ termenet evel izili eus ar werin.

Koulskoude, diwar levezon ar c'hembraeg gwerin eo bet lakaet gwerin da vezañ kevatal d'ar ger gregach demos ha diwar ar ster-se ez eus bet savet troidigezhioù evit ar gerioù deveret (sellet ouzh geriadurioù François Vallée ha Roparz Hemon).

  • gwerinour : ur c'homunour kentoc'h eget un demokrat
  • gwerinelezh : demokratelezh
  • gwerinoniezh : studi stuzegezh ha sevenadur ar werin, ar folk-lore (hervez ar saoznegerien)
  • gwerinoniour : an den a studi sevenadur ar werin

Gwerin eo talbenn un dastumad brezhonek embannet gant Hor Yezh ma vez embannet ennañ danvez lennegezh pobl (kontadennoù, kanaouennoù evel reoù an Dastumadenn Pengwern...).