Frañsez Vallée
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
François Vallée, pe Frañsez Vallée hervez e anv-pluenn brezhonek, pe Abherve hervez e anv drouiz e Gorsedd Breizh), bet ganet d'ar 26 a viz Gwengolo 1860 e Plounevez-Moedeg, a oa yezhadurour, geriadurour ha kelaouenner brezhonek. Ober a rae ivez gant al lesanv Trefedig, diwar anv e vamm (Trévédy).
Graet e veze Tad ar Brezhoneg anezhañ gant doujañs, pe Tata Vallée diwar fent.
[kemmañ] E vuhez
Ganet eo bet d'ar 26 a viz Gwengolo 1860 e Lokmaria, ur gêriadenn eus Plounevez-Moedeg, e kanton Benac'h, e-lec'h ma oa e dad, Adolphe Vallée, e penn ur vilin-baper. E vamm, Laure Trévédy, a oa merc'h da noter Kastellaodren. 11 bugel o deus bet tud François Vallée da vagañ. Brezhoneg a ouie mat e dad hag e dud-kozh, ha brezhoneg a gomze ivez labourerien ar vilin-baper deuet eus Montroulez gant an tad.
Un deiz, pa oa seizh pe eizh vloaz, e tiskoachas ur skouerenn eus ar Barzaz Breiz hag e teskas ar c'hanaouennoù a zo ennañ dre 'n eñvor.
Abalamour d'e yec'hed fall-difall ne voe ket kaset d'ar skol, met kelennet e veze pa oa 14 ha 15 vloaz gant ur beleg, Yves-Marie Durand, a skrive e-barzh Kroaz ar Vretoned. Goude-se ez eas da Skol Sant-Charlez da Sant-Brieg. Dale a oa warnañ pa dapas ar vachelouriezh (24 bloaz e oa d'ar mare-se) dre ma veze klañv-diglañv dalc'hmat. Mont a reas da Skol-Veur Roazhon da studiañ ar brederouriezh. Eno e kejas gant Joseph Loth, kelenner war ar yezhoù keltiek hag e teskas ar c'hembraeg gantañ.
. Klask a reas mont da gelenner ha reiñ a reas un nebeud kentelioù, met ur barrad terzhienn-empenn a viras outañ da labourat hag e tistroas da di e dud a oa pinvidik a-walc'h evit reiñ bod dezhañ. Foetañ a reas korn-bro Benac'h ha dastum a reas forzhik lavarennoù brezhonek ha geriaouegoù ha bet eo bet an hini kentañ oc'h enrollañ kanaouennoù brezhonek war ur sonskriverez-dre-rolloù (enrollañ a reas mouezh Marc'harid Fulup, unan eus kanerezed Fañch an Uhel).
Ren a reas ar sizhunieg vrezhonek Kroaz ar Vretoned e-lec'h ma skrive enni gant Erwan ar Moal (Dir-na-Dorr).
[kemmañ] Oberennoù Frañsez Vallée
- Leçons élémentaires de Grammaire bretonne, Moulerezh Sant-Guilherm, Sant-Brieg, 1902.
- La langue bretonne en 40 leçons, embannadur kentañ, Moulerezh Sant-Guilherm, Saint-Brieg, 1909.
- Les mots bretons usuels classés d'après le sens, embannet e Le Clocher breton, An Oriant.
- Ar c'hembraeg dre ar brezoneg, kenteliou e brezoneg diwar-benn ar yezadur kembraek.
- Geriou keumraek ha brezonek dastumet ha lakaet kenver-ha-kenver, embannadur kentañ, Moulerezh Sant-Guilherm, Sant-Brieg, 1903.
- Essai de Technologie bretonne, embannet e Buhez Vreiz, bloavezh kentañ ha bloavezhioù 1922, 1923, 1924.
- Technologie de l'automobile, du moteur à pétrole et de l'aéroplane.
- Vocabulaire philosophique.
- Vocabulaire français-breton de Le Gonidec, nouvelle édition mise à jour et considérablement augmentée, Prud'homme, Sant-Brieg, 1919.
- Envorennou diwar va beajou e Breiz-Veur hag Iwerzon (1899-1907), daou chabistr kentañ embannet e Gwalarn, an tri diwezhañ hag ar stagadennoù zo chomet diembann.
- Envorennou eur brezhonegour (1860-1931).
- La Langue bretonne et les écoles, Prud'homme, Sant-Brieg, 1895.
- Comité de préservation de la Langue bretonne : Rapports annuels, Prud'homme, Sant-Brieg, 1896-1907.
- Les Petites Industries rurales et locales (notes régionalistes), embannadurioù Pays Breton, 1910.
- Gwerziou gant Abherve ha Taldir (brezoneg ha keumraeg kenver-ouz-kenver), er Coffadwriaeth am eu Taith yn Nghymru, Guyon, Sant-Brieg, 1899.
- Krenn-lavariou Bro-Dreger dastumet gant an Aotrou Hingant, beleg, Guyon, 1899.
- Conseils de l'Académie bretonne aux Ecrivains bretons, embannadurioù ar gelaouenn Buhez Vreiz
- Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o istor hag o sevenadur (gant Emil Ernod ha Meven Mordiern).
- Lexique des sept premiers chapitres des Notennou, embannet e Kroaz ar Vretoned, 1914.
- Sketla Segobrani, Prud'homme, 1923, 1924, 1925.
- Choix de Mots concernant l'anthropologie, ...
- Lexique des Envorennou-beaj.
- Istor ar Bed.
- Grand dictionnaire français-breton, 1931.
[kemmañ] Levrlennadur
- Taldir, Kentañ skol vrezhonek an aotrou Vallée, Ar Vro 39-40, Kerzu 1966, p. 52
- Ernest ar Barzhig, François Vallée (Druide Ab-Hervé) - sa vie, son oeuvre, Cercle de Brocéliande, Roazhon, 1956
- H. Corbes, La vie et l'oeuvre de François Vallée, grammairien et philogogue breton, Société d'Emulation des Côtes-d'Armor, 1959