Gwenael Emelyanoff
Neuz
Gwenael Emelyanoff, zo ganet e Angers, e Bro-Anjev. Spagnegour ha keltiegour. Kelenner agregad war ar spagnoleg e Klasoù Prientiñ ar Skolioù Uhel Liseoù Kemper (Kernev ha Brizeug)..
Bet eo kelenner brezhoneg e Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion, Liseoù Pariz (Voltaire ha Buffon), Kelennerien Brezhoneg en Deskadurezh Publik e Pariz, Skol Ober...
Labourioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kenlabouret en deus da sevel Geriadur brezhoneg An Here. Savet e oa gantañ studiadennoù war ar brezhoneg hag an astureg ivez.
Troidigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Troet gantañ un nebeud skridoù diwar yezhoù Spagn (spagnoleg, katalaneg, astureg, galiseg), embannet gant Al Liamm, Al Lanv...
Levrioù bugale pe yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Troet ez eus bet gantañ levrioù evit ar vugale (dastumadeg Ar Skafig, e ti an Here) :
- 1993 : Stal Pepa, gant Mariasun Landa ha Victoria Santesmases
- 1993 : Gwilhom Tell, gant M.Angels Gardella ha Valentina Cruz
- 1993 : Ar ran fin, gant Lauro Olmo ha Jesús Gabán
- 1996 : Ar waz aour, gant Jacob ha Wilhelm Grimm, Mercè Canela ha Montserrat Ginesta
- 1996 : Ar steredenn wer, gant Mariasun Landa ha Jesus Lucas
- 1996 : Dañvad du e bavioù melen, gant Roser Capdevila
- 2022 : Tangwall en Dielldi Istorel, gant Josep Gòrriz