Mariasun Landa

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mariasun Landa (en tu dehoù) gant ur vignonez e Donostia, e miz Eost 2009
Galtzerdi suizida, romantig euskarek
El Calcetín Suicida, troidigezh spagnolek

Mariasun Landa, ganet en Errenteria (Gipuzkoa) d'ar bemp a viz Even 1949, zo ur skrivagnerez euskarek evit ar vugale hag ar grennarded. Gant Bernardo Atxaga eo ar skrivagnerez euskarat a zo bet troet hec'h oberennoù ar muiañ. Kelennet he deus er c'hentañ derez hag er c'hentelioù-noz. Kelenn a ra bremañ e Skol-Veur Euskadi e Donostia.

Taolenn

[kemmañ] Ar skrivagnerez

Un aotreegezh prederouriezh he deus tapet e skol-veur c'hall ar Sorbonne, e Pariz, e-lec'h ma oa e 1968. E 1982 e oa bet embannet he levr kentañ, ha tapet ganti ar priz Xabier de Lizardi. Prizioù all he deus bet: Euskadi (1991), Antonio María Labaien (2002), ha White Ravens (2002), gant Elefante txori-bihotza (2001).

En 2003 eo bet loreet he levr Krokodiloa ohe azpian (Ur c'hrokodil dindan ar gwele), skeudennet gant Arnal Ballester, gant ar Premio Nacional de Literatura Infantil y Juvenil, roet gant Ministrerezh ar Sevenadur spagnol. Kentañ tro e oa da loreiñ ul levr euskarek. Troet eo bet hec'h oberennoù en un daouzek yezh bennak, hag en holl yezhoù ar stad spagnol.

[kemmañ] Hec'h oberennoù

[kemmañ] He levrioù euskarek (ha brezhonek)

[kemmañ] E brezhoneg

Stal Pepa
Ar Steredenn wer

Daou levr zo bet lakaet e brezhoneg (troet gant Gwenael Emelyanoff) hag embannet gant An Here.

  • Stal Pepa
  • Ar steredenn wer

Ul levr all zo bet troet gant Mark Kerrain:

[kemmañ] E galizeg

E Galiza ez eus bet embannet pemp eus he levrioù gant Editorial Galaxia: Irma hag A tenda da Pepa, Un crocodilo debaixo da cama, ha Chan, a pantasma.

[kemmañ] E spagnoleg

Troet eo bet tost an holl levrioù euskarek. Hag ouzhpenn:

  • La Fiesta en la habitación de al lado. Un danevell eus he buhez e Pariz e 1968.

[kemmañ] E galleg

N'eus bet embannet nemet daou levr e galleg, e Suis. Ne seblant ket embannerien Pariz bout troet gant he labour, evel gant al lennegezh nannsaoznek alies, ha gant skrivagnerien euskarek nebeutoc'h c'hoazh.

[kemmañ] E saozneg

  • The Dancing Flea.
  • Karmentxu and The Little Ghost

[kemmañ] E yezhoù all

[kemmañ] Liammoù diavaez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all