Astureg
Eus Wikipedia
| Astureg (Asturianu, Bable) |
|
|---|---|
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Spagn, Portugal |
| Rannved : | Europa |
| Komzet gant : | 300 000 - 600 000 |
| Renkadur : | goude 100 |
| Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek |
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | Miranda de Douro (Portugal) |
| Akademiezh : | Academia de la Llingua Asturiana |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | ast |
| ISO 639-2 | ast (astureg eeun), mwl (mirandeg) |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | AST |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Ur yezh romanek eus is-skourr ar yezhoù asturek-leonek eo an astureg (astureg: asturianu). Komzet e vez e Priñselezh Asturiez pe Bro-Astur hag en hanternoz León, e kornôg Kantabria hag e Miranda de Douro e Portugal. Anvet eo bable a-wechoù ha n'eo ket ur yezh ofisiel en Asturiez. Peurvuiañ e anavezer teir rannyezh pennañ: hini ar c'hornôg, an hini dostañ ouzh ar galizeg, hini ar reter, tostoc'h ouzh ar spagnoleg hag hini kreiz ar vro, he deus servijet da ziazez evit ar yezh standard. Un 300 000 a dud a gomz astureg hiziv an deiz, ha war-dro 5000 a ra gant ar rannyezh virandek.