Groningen (proviñs)

Eus Wikipedia
Zuid-HollandNoord-HollandFrizGroningenDrentheFlevolandOverijsselGelderlandUtrechtLimburgNoord-BrabantZeeland

Groningen (Groningen en nederlandeg ha Grönnen pe Grun'n er rannyezhoù lec’hel) zo ur broviñs e biz an Izelvroioù. E 2005 e oa 575 234 a dud o chom enni (stankter = 246 annezad/km²). Groningen eo ar gêr-benn.

Er reter d’ar broviñs emañ stad alaman Saks-Izel, er c’hreisteiz dezhi e kaver proviñs nederlandat Drenthe, er c’hornôg Friz hag en norzh Mor Wadden (un tamm eus Mor an Hanternoz).

E proviñs Groningen e kaozeer rannyezhoù izelsaksek dibar anvet Grönnegs pe Grunnegs.

Bras eo pouez al labour-douar e Groningen ha gaz naturel a gaver eno ivez.

E-touez an dud vrudet genidik eus Groningen e c’heller menegiñ

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwechall e oa Groningen ul lodenn eus bro ar Friziz. Dont a reas da vezañ ul lodenn eus an Impalaeriezh santel roman german en Xvet kantved. E 1536 ez eas da familh an Habsbourged evel proviñsoù all an Izelvroioù. E 1594 e voe staget Groningen ouzh Republik an Izelvroioù, hag abaoe eo chomet unan eus proviñsoù an Izelvroioù.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.