Leek (Izelvroioù)
| Kumun en |
|
|---|---|
| Banniel | |
| Skoed | |
| Lec’hiadur Leek e proviñs Groningen hag en Izelvroioù | |
| Proviñs | |
| Kod post | 9350-9359, 9810-9819, 9827-9829 |
| Maer | Berend Hoekstra (VVD) |
| Gorread | 64,27 km² |
| douar | 63,35 km² |
| dour | 0,92 km2 |
| Hed | 6° 23' .." Reter |
| Led | 53° 9' .." Norzh |
| Uhelder | .. m |
| Poblañs | 19 406 (31.05.2009) |
| Piramidenn hervez an oad | |
| Stankter | 306 ann./km² |
| Lec'hienn ar gumun | www.leek.nl/ |
Leek (distagañ :[1]) a zo ur gumun hag ur gêriadenn e proviñs Groningen en Izelvroioù. Tost ouzh harzoù proviñs Drenthe ha re proviñs Friesland emañ. Ar c'hêrioù ha kêriadennoù da-heul a ya d'ober ar gumun : Enumatil, Leek, Lettelbert, Midwolde, Oostwold, Tolbert ha Zevenhuizen.
Istor [kemmañ]
Aozet e voe ar gêriadenn tro-dro d'ul lec'h kreñvaet bets avet da vare Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz a-enep da Spagn. Dont a ra hec'h anv eus hini ar wazh "Leke". Bep bloaz d avare ar Pentekost e vez aozet ur foar (Pinkstermarkt), ma teu stank an dud. E-kichen Leek ez eus ul lenn dizouret anvet "Het Leekstermeer" (pe Zulthemeer), ma kaver peadra d'ne em ziduiñ. E gwirionez emañ al lenn war dachenn ur gêr ha hini ur broviñs all.
Da welout [kemmañ]
Lec'h brudetañ ar gumun eo "Nienoord", bet savet e 1508. Tan-gwall a voe, a savet e voe en-dro e 1887.
E Nienoord emañ Mirdi broadel ar c'hirri, ma weler kirri eus an XVIIIvet betek re an XXvet kantved. E Tolbert hag e Midwolde ez eus ilizoù bet savet en XIIvet kantved. Roman ha gotek eo o doare. En iliz Midwolda ez eus ur bez bet savet gant Rombout Verhulst. Rombout Verhulst a ginklas ivez bez Michiel de Ruyter e Nieuwe Kerk en Amsterdam.
|
Iliz Midwolde
|
IlizTolbert
|
Kuzul-kêr [kemmañ]
E kuzul-kêr Leek ez eus 17 dileuriad :
- PvdA : 6 dileuriad
- CDA : 4 dileuriad
- VVD : 3 dileuriad
- ChristenUnie : 2 zileuriad
- GroenLinks : 2 zileuriad
|
|||||||||||
| Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |