Appingedam

Eus Wikipedia
Kumun en Izelvroioù Izelvroioù
Appingedam

Banniel Ardamezioù


Lec’hiadur e proviñs Groningen
hag en Izelvroioù
Proviñs Groningen Groningen
Kod post 9900-9903
Gorread 24,62 km²
douar 23,84 km²
dour 0,78 km2
Hed 6° 52' Reter
Led 53° 19' Norzh
Poblañs 12 049 (31.05.2009)
Piramidenn hervez an oad (01.2009)
Stankter 505 ann./km²
Lec'hienn ar gumun www.appingedam.nl/

Appingedam (distagañ [1]) a zo ur gêr hag ur gumun e proviñs Groningen en Izelvroioù. Ar chêrioù ha kêriadenn da-heul a ya d'ober ar gumun : Appingedam, Garreweer, Jukwerd, Laskwerd, Marsum, Oling, Opwierde, Solwerd, Tjamsweer.


Appingedam[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne ouezer ket kalz tra diwar-benn orin Appingedam. Savet e voe tost ouzh kanol Delf (Damsterdiep hiziv an deiz) e-tro 1200. Dont a ra an anv eus ur stankell bet savet en Appe pe en Apt.

E 1327 e voe roet gwirioù-kêr da Appingedam gant Frized dizalc'h Upstalboom e-kichen Aurich, ur gêr e Friz ar Reter. Liammoù a oa dija etre Appingedam hag Aurich, an emglev-se a oa anvet Partnerschaft. E rannvro Fivelingo emañ Appingedam. Da vare ar Grennamzer e oa ar rannvro-se ul lodenn eus Friz. Da zibenn ar Grennamzer e oa Appingedam ur porzh a-bouez, ha kevezerezh kenwerzh a veze etrezañ ha hini Groningen. Pa voe roet ar stapelrecht da Groningen ez eas buan porzh Appingedam war ziskar.

Keginoù a-istribilh a-us an Damsterdiep

Hiziv an deiz ez eo brudet Appingedam peogwir e kaver enni kalz savadurioù eus ar Grennamzer, evel ar c'heginoù a-istribilh a-us an Damsterdiep.

En Appingedam e oa diazezet Appingedammer Bronsmotorenfabriek, un embregerezh ma veze savet kefluskerioù bagoù.

Kumun Appingedam e 1866 (Atlas proviñs Groningen 1865-1870)

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.