Gáe Bulg

Eus Wikipedia

Ar Gáe Bulg (pe Gáe Bulga, Gáe Bolg, Gáe Bolga, hag a dalv "goaf asket" pe "goaf-tan-kurun"), a oa anv goaf Cú Chulainn e Kelc'hiad ar Skourr Ruz, e gwengelouriezh Iwerzhon. Roet e voe dezhañ gant Scáthach, e vestrez war arzoù an emgannañ. Hag an doare da zornaat ar goaf a zo anavezet gantañ e-gunan.

Ag un askorn eus Curruid, euzhvil ar mor, eo bet savet ar goaf. An euzhvil a varvas pa oa o stourm ouzh un euzhvil arall Coinchenn.[1] Lavaret e veze e oa ur goaf galloudus ha lazhus e testennoù zo, tra ma veze arveret evit ober lidoù ispisial hepken, hervez Levr Laighean:

Ar Gáe Bulg a zleje bout taolet adalek ur stêr gant harp ar bizioù-troad. Ar goaf a c'halle treuziñ korf ur gour en un taol, evel ur speg, a-raok dispakañ e dregont spern. Goude-se e veze dav troc'hañ ar c'hig evit e dennañ a gorf an den.[2]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. O'Curry, Eugene (1873). Lectures and appendix (in en). Williams and Norgate. 
  2. The Táin, trans. Thomas Kinsella