Brú na Bóinne

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Digor alez Sí an Bhrú

Brú na Bóinne (distaget [ˈbˠɾˠuː n̪ˠə ˈbˠoːn̪ʲə] en iwerzhoneg, hag a dalvez kement ha lez/palez ar stêr An Bhóinn) zo ul lec’hienn eus Glad ar bed e kontelezh An Mhí, en Iwerzhon ha brasañ lec'hienn veurvaenek Europa. Bez’ ez eo un hollad bezioù peulvanioù, ha klozioù ragistorel eus Nevezoadvezh ar Maen, ha lod anezho ken kozh hag ar XXXVvet kantved kent JK - XXXIIvet kantved kent JK. A-raok piramidennoù Ejipt e oa bet savet monumantoù Brú na Bóinne ha diskouez a ra bezù trepasek Sí an Bhrú pegen barrek e oa ar saverien anezho war ar savouriezh ha war ar steredoniezh.

En em astenn a ra hollad monumantoù Brú na Bóinne war 780 hektar e traoñienn An Bhóinn. Eno e konter war-dro 40 bez, ha lec'hiennoù all nevesoc’h. Emañ an darn vrasañ anezho en norzh d’ar stêr.

Sí an Bhrú (Newgrange) eo an hini anavezetañ hag an hini brasañeus ar monumantoù-se : ur bez boutin eo, dindan ur grugell 80 metr hed war 13 metr uhelder. E penn un alez 19 metr emañ ar gambr-vez 6 metr uhelder hag enni tri c’hombod, e stumm ur groaz, graet evit degemer eskern ar re varv ha profoù. Savet e oa bet etre war-dro 3100 ha 2900 kent JK, e-pad Nevezoadvezh ar Maen. Da vare goursav-heol ar goañv e vez sklerijennet ar bez gant barroù an heol, e-pad 15 munut. E-pad meur a vil bloaz e oa bet stanket digor an alez ha ne voe kroget da studiañ al lec’hienn ragistorel-se nemet er XVIIvet kantved, gant henoniourien an amzer-se. Meur a furchadeg a voe er c'hantvedoù goude, ha digoret e voe d’ar weladennerien er bloavezhioù 1970.

Sí an Bhrú eo ar monumant pennañ en hollad Brú na Bóinne, met re all zo ivez e-kichen :

  • Dubhadh (Dowth), ur grugell 15 metr uhelder war 85 metr led, gant daou vez enni ;
  • Cnobha (Knowth), ur grugell nevesoc'hik, dezhi 67 metr led ha 12 metr uhelder, gant daou vez enni ivez .
  • ha re all c'hoazh.

E 1993 e oa bet degemeret hollad monumantoù Brú na Bóinne war roll ar Glad bedel gant an UNESCO.

Liammoù diavaez[kemmañ]