Táin Bó Cúailnge
Eus Wikipedia
Táin Bó Cúailnge (distagadur: [t̪ˠaːnʲ boː ˈkuəlʲɲə]), Skrapadeg saout Koualnge[1] pe Cúalnge[2] pe Cuaille[3], a zo un destenn vojennel eus lennegezh kozh Iwerzhon. Danevellet ez eus enni ur brezel a gasas ar rouanez Medhbh, eus Connacht, a-enep Ulaidh, evit skrapat un tarv estlammus. Difennet e voe Ulaidh gant an haroz Cúchulainn. Anavezet eo ar vojenn dre skridoù hag a sav d'an XIIvet kantved, met an danvez a zo e-barzh a savje d'an amzervezh rakkristen. An destenn bennañ eo e-touez ar skridoù a anver Kelc'hiad Ulaidh (an Rúraíocht en iwerzhoneg).
Notennoù [kemmañ]
- ↑ stumm brezhonekaet implijet gant Roparz Hemon en droidigezh graet gantañ, embannet e Gwalarn e 1928-1931
- ↑ stumm heniwerzhonek
- ↑ iwerzhoneg bremañ
Liammoù diavaez [kemmañ]
- testenn ha troidigezh saoznek Táin Bó Cúailnge Recension 1, embannet gant Cecile O'Rahilly, a gaver war CELT
- text and troidigezh saoznek Táin Bó Cúailnge, embannet gant Cecile O'Rahilly, a gaver war CELT
- Táin Bó Cúailnge, English translation by Joseph Dunn (1914) with the Irish transcription of Ernst Windisch (1905)