Rúraíocht

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar Rúraíocht, pe Kelc'hiad Ulad, pe Kelc'hiad ar Skourr Ruz zo anv ur c'helc'hiad danevelloù-meur eus Iwerzhon, unan eus ar pevar c'helc'hiad gouezelek. Kaoz zo ennañ eus mojennoù ha harozed Ulad, ha kontelezhioù Armagh, Down ha Louth.

Unan eus an istorioù brudetañ eo hini an Táin Bó Cúailnge ma tal Cú Chulainn e-unan, ar pep brasañ eus an amzer, ouzh arme Mebd, rouanez Connachta.