François de Rugy
Neuz
François Goullet de Rugy (a vez graet François de Rugy anezhañ), bet ganet d'ar 6 a viz Kerzu 1973 e Naoned (Liger-Atlantel) a zo ur politikour breizhat.
Abaoe 2007 ez eo kannad, dilennet war anv ar Re C'hlas, ha kenbrezidant ar strollad EELV e Bodadenn Vroadel Bro-C'hall, a-gevret gant Barbara Pompili eo bet etre 2012 ha 2015.
Abaoe 2008 ez eo kuzulier-kêr ivez en Orvez, ha kuzulier e Meurgêr Naoned.
E miz Eost 2015 en deus roet e zilez eus ar strollad EELV.
Bet eo prezidant ar Vodadenn Vroadel etre Gouere 2017 ha Gwengolo 2018 ha ministr-Stad an Ekologiezh etre Gwengolo 2018 ha Gouere 2019.
Un ti-hañv en doa de Rugy en enez Eusa, a-raok gwerzhañ anezhañ evit kaout un ti e kreizteiz Bro-C'hall.
Dibaboù politikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur stourmer krenn ez eo evit Naoned e Breizh, hag unvaniezh ar Vro[1].
- Brezel e Libia: e miz Gouere 2011 e vot evit ma vo kendalc'het gant ar brezel gall e Libia[2].
- Bonedoù Ruz: d'ar 5 a viz Du 2013 e c'houlenn groñs digant Manuel Valls, Maodiern gall an Diabarzh, ma vo doujet ouzh beli ar stad[3]
- Budjed ar stad c'hall: e miz Du 2013 e vot, evel an holl gannaded EELV all, evit ma vo gouestlet tost 20 miliard a euroioù d'ar polis ha d'an archeriezh[4].
- Goulenn a reas daougementiñ niver ar vilourion c'hall o kemer perzh en Oberadenn Sangaris e Republik Kreizafrikan[5].
- Stad a reuziad: d'an 19 a viz Du 2015 e vot, evel tost an holl gannaded EELV all, evit ma vo astennet ar stad a reuziad bet embannet gant kadoriad ar Republik C'hall[6].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dave ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 20 minutes, 02/10/2017
- ↑ "Le Parisien", d'an 12 a viz Gouere 2011
- ↑ Pellgemennadenn AFP, Le coprésident du groupe écologiste à l'Assemblée nationale, François de Rugy, a demandé mardi au ministre de l'Intérieur Manuel Valls de « faire respecter l'autorité de l'Etat » lorsque des portiques écotaxe sont détruits.» « Le ministre de l'Intérieur fait souvent beaucoup de parler de lui, c'est l'occasion de montrer que l'autorité de l'Etat en France est respectée quand il s'agit de la sécurité publique », a-t-il déclaré lors d'un point de presse.; « L'autorité de l'Etat est en jeu lorsque le sentiment s'installe dans notre pays qu'on laisse faire le démontage, le saccage des portiques », a martelé M. de Rugy, selon qui les auteurs « donnent l'impression d'agir en toute impunité ».
- ↑ AAMFG
- ↑ Le Temps, d'ar 26 a viz C'hwevrer 2014
- ↑ Lec'hienn Bodadeg Vroadel Bro-C'hall
[[