Timbroù faltazi Breizh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Falstimbroù Breizh)
Emgann Ballon war ur golo-lizher

N’eo ket bet aotreet biskoazh pennadurezhioù Breizh da embann na da lakaat e gwerzh timbroù breton da vezañ implijet er vro. Unvan eo ar Republik c'hall ha war-bouez un nebeud tiriadoù tramor (Kaledonia-Nevez, Polinezia, Sant-Pêr-ha-Mikelon, Wallis ha Futuna) e ranker ober gant timbroù gall e kement korn zo er Stad-C’hall.

Un toullad timbroù faltazi zo bet embannet a-hed an XXvet kantved avat, gant strolladoù brogarour alies, evit brudañ un degouezh pe un dudenn, ha dastum moneiz evit mad o c’hevredigezh. Peget int bet war goloennoù-lizher koulskoude, kichen-ha-kichen gant un timbr gall ofisiel evit na vefe ket rediet an degemerour da baeañ un taos.

Arabat kemmeskañ ar falstimbroù-se avat gant ar re a gavomp e fin an Eil Brezel Bed, timbroù gall « Petain » ha « Mercure » soulgarget gant « BREIZ UNAN » pe « BREIZ DISGA’VRET » (e lec’h Digabestr).

Unvaniez Breiz (1903-04)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbroù an URB

Hervez Gwenole ar Menn ez eus bet embannet timbroù breizhek kentañ gant Kevredigez Broadel Breiz (URB) e 1903 ha 1904. Skeudenn un delenn hag erminigoù a weler war an hini bet embannet da vare Emvod-meur Lesneven, bevennet gant ar gerioù “Breiz » hag « Unaniez ». Ur pennad er gazetenn « Almanak kevredigez broadus Breiz » a ro da c’houzout e oa bet moullet 13 000 skwerenn a liv mouk, dezho un dalvoudegezh 15 santim, mui 12 000 tamm gant al liv ruz-tane (talv. 5 santim). Timbroù 10 santim a vefe bet moullet ivez. Un eil dimbr a vo embannet evit lidañ emvod-meur Gourin e 1904 gant skeudenn Sant Herve hag ur bleiz.

Timbroù Kornog (1928)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbroù Kornog, 1928

Gant Kornog, ar gelaouenn embannet gant Unvaniez ar Seiz Breur etre 1928 ha 1930, e voe embannet ur rummad timbroù treset gant Zavier Langleiz evit brudañ ar brezhoneg Daoust hag ez eo reizh ober “timbroù” eus ar pegsunioù-mañ, dre ma vezont hep talvoud diskwel ?

Timbroù Al Liamm (1951)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1951 e voe embannet, war atiz ar gazetenn lennegel Al Liamm, ur rummad timbroù gouestlet d’ar micherioù : krampouezher, priajour, pesketaer, saver kezeg, labourer-douar ha mañsoner (hennezh hep titl ebet). Treset e oant bet gant ar Brestad Pêr Peron. E niverenn 28 ar gelaouenn e lenner « Goulennit buan ar c’harned timbroù ! ».

Breizh Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbr an UFCE

Un timbr roz ha ruz a voe embannet er bloavezhioù 60 « evit paeañ skodenn Vreizh » en Unvaniezh Kevredelour Kumuniezhioù Etnek Europa ». « Federal Union of European Nationalities » (FUEN e saozneg pe UFCE e galleg) eo anv an aozadur nann-gouarnamant krouet e 1949 gant, da skwer, ar Breton Pêr Lemoine, a glask difenn gwirioù ar minorelezhioù broadel en Europa. Talvoud diswel hennezh a sav da bevar gwenneg. Kinnig a ra Kartenn Vreizh (war-bouez ar Su pellañ) e liv gwenn e-kichen ur vro « Europa » (ha n’eo ket Bro-C’hall !) war an tu-dehou.

Breizh-Iwerzhon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Alan al Louarn e oa bet embannet daou dimbr evit skoazellañ ar gevredigezh Secours Populaire Interceltique (SPI) a glaske harpañ bugale Norzhiwerzhon. Skeudennaouet eo an hini bihan gant ur erminig ha delienn ar melchon (gwerzhet 0,50 lur) tra ma spurmanter dremmskeudennoù war ar re gwerzhet 1 lur.

Tudennoù Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbroù Kuzul ar brezhoneg

Divi Kervella a dresas evit Kuzul ar Brezhoneg ur vrav a rummad 8 timbr gant pennoù tudennoù istor Breizh : Nevenoe, Alan Barvek, Yann IV, Anna Vreizh, Sebastian ar Balp, Markiz Pontkalleg, Markiz ar Roueri ha Jorj Kadoudal. Gwerzhet e veze 10 lur ar strobad, 1 lur pe 1,50 lur an tamm a hervez, met N’o deus an timbroù-mañ talvoudegezh ebet evit ar Post a lenner er marz.

Timbroù Maze (1968)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1968 e oa bet embannet un timbr evit enoriñ ar beleg Yann-Vari Perrot, 25 bloaz goude e varv, un all evit derc’hel soñj eus emgann Ballon, e 845. Sinet Maze e oant bet ha gwerzhet 0,30 lur pep hini.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]