Alan II
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
(Adkaset eus Alan al Louarn)
Dug Breizh eo bet Alan al Louarn (anvet ivez Alan Varvek) (910 - 952), ha mab da Vathuedoi Poc'hêr.
Aet e oa da chom da Vro-Saoz pa oa bugel, abalamour ma oa bet aloubet Breizh gant an Normanded.
E 936, gant sikour Edouarzh, mab Aofred Veur e tistroas da Vreizh ha dindan tri bloaz e kasas an Normaned kuit: ar stourm a echuas d'ar 1añ a viz Eost gant trec'h Treant.
Emglev a reas gant Loeiz Tramor en doa anavezet e Bro-Saoz.
| En e raok: reuziad an Normaned |
Rouaned ha Duged Breizh 937 – 952 |
War e lerc'h: Drogon |
[kemmañ] Dimezioù ha bugale
- E 925 e timezas Alan da Roscille Anjev(ganet war-dro 906, marvet war-dro 948), a oa merc'h da Foulk Iañ, kont Anjev, ha Roscille Loches , itron Villandry.
- Ur verc'h o doe : Gerberga Naoned, a zimezas da Yezekael Berengar, kont Roazhon, hag a vo mamm da Gonan Iañ.
- E 948 e timezas e Bleaz da Roscille Bleaz , c'hoar Tepot Iañ, kont Bleaz ha merc'h Gello Iañ , kont Bleaz ha Richilde de Gothie).
- Ur mab o doe: Drogon Naoned, anvet ivez Dreux, ganet en 950, marvet en 958, a vo kont Naoned.
- Gant e serc'h Judit, marvet etre 948 ha 952, en do tri bugel:
- Hoel Iañ, ganet war-dro 930, kont Naoned .
- Gwereg Breizh, ganet war-dro 933, dug Breizh
- Judit, a zimezas da Pons de Marseille.
Beziet eo Alan Barvek en Iliz-veur an Itron Varia e Naoned, ar gêr en doa choazet da gêrbenn, ha harpet da adsevel war-lerc'h ma voe distrujet gant ar Vikinged.

