Fallschirmjägergewehr 42

Eus Wikipedia
Fallschirmjägergewehr 42

(FG 42)

Skeudenn ar pennad Fallschirmjägergewehr 42

Fallschirmjägergewehr 42 adstumm F
Kinnig
Bro Banniel an Trede Reich Trede Reich
Mont en-dro Fuzuilh-arsailh aotomatek pe damaotomatek
Munisionoù 7,92 x 57 mm (anvet ivez 8 mm Mauser)
Produerien Rheinmetall-Borsig, Heinrich Krieghoff Waffenfabrik, L. O. Dietrich
Mare implij 1942-1945
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 4,38 kg (stumm E), 5,05 kg (stumm G)
Hirder 945 mm (stumm E), 975 mm (stumm G)
Hirder ar c'hanol 800 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 500 m
Lusk-tennañ 900 tenn/mn (stumm E), 750 tenn/mn (stumm G)
Tizh mont e-maez ar boledoù 740 m/s
Endalc'h 10 pe 20 kartouchenn

Ar Fallschirmjägergewehr 42, anavezetoc'h dindan e anv FG 42, zo ur fuzuilh-arsailh ha fuzuilh-vindrailher savet evit ar Fallschirmjäger, harzlammerien an arme alaman e-pad an Eil Brezel-bed. Talvezout a ra hec'h anv Fuzuilh (Gewehr) an Harzlammerien (Fallschirmjäger).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Efedus e voe an unvezhioù Fallschirmjäger da vare aloubadeg an Danmark e miz Ebrel 1940, met kudennoù a voe lakaet war-wel e-pad an oberenn Merkur e Kreta e miz Mae 1941 : lammat a rae ar soudarded alaman gant armoù-dorn nemetken, ha rediet e vezent da adtapout o armoù galloudusoc'h (Karabiner 98k, MP40 hag MG34) e kontenerioù harzlammet e memes koulz hag int. Dre-se en em gavent hep gellet en em zifenn diouzhtu pa erruent war an douar. O armoù aotomatek skañv nemete, ar pistolennoù-mindrailher MP 40, a oa re verr hed-tenn pleustrek o c'halibr (9 mm Parabellum) evit talañ ouzh ar fuzuilhoù-mindrailher BREN implijet gant ar saozon ha kambret e .303 British.

Ur c'haier-kargoù strizh a voe skrivet gant al Luftwaffe evit sevel un arm hiniennel nevez a ranke erlec'hiañ an holl re all. Rankout a rae bezañ aotomatek, resis a-walc'h evit tennañ pell, pourveziet gant kargerioù fiñv, kaout un daoubez hag ur vaionetez, tennañ serr e gulasenn e mod damaotomatek ha digor e gulasenn e mod aotomatek a-benn aesaat ar yenaat, implijout ar memes munision hag ar Karabiner 98k hep bezañ ponneroc'h pe vrasoc'h evitañ. Dont a reas a-benn an embregerezh Rheinmetall-Borsig da ginnig an arm-mañ hag asantet e voe produiñ anezhañ. Adolf Hitler a nac'has e-pad pell an arm nevez-mañ abalamour e soñje dezhañ e oa tad ar Mauser 98k war an armoù hiniennel all, met kendrec'het e voe gant Hermann Göring ha produet e voe ar Fallschirmjäger a-rummadoù adalek 1943 gant an embregerezh Krieghoff, dre ma oa re izel kapasite-produiñ Rheinmetall evit en ober ha dre ma oa Göring perc'henn war ul lodenn eus Krieghoff.

Deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Fallschirmjägergewehr 42 a zo dezhi ur c'harger war he c'hostez, un daoubez, ur vaionetez hag ur starderez war veg he c'hanol. Reilhoù a zo ivez da c'hellet montañ ul lunedenn (ZFG42 pe ZF41). Lodennoù ar c'houch a c'haller plegañ e-pad an harzlammat. C'hwec'h stumm eus an arm a zo bet, daou anezhe, an E hag a G, o vezañ produet da vat.

  • Stumm A - Pimpatrom kentañ
  • Stumm B - Pimpatrom kentañ kempennet
  • Stumm C - Pimpatrom "LC-6"
  • Stumm D - Fallschirmjägergewehr kentañ ; esaeet war an talbenn
  • Stumm E - Fallschirmjägergewehr kentañ produet a-rummadoù (anvet a-wechoù Modell I)
  • Stumm F - Fallschirmjägergewehr merkezennet kentañ
  • Stumm G - Stumm Fallschirmjägergewehr diwezhañ produet (anvet a-wechoù Modell II)
Un FG-42 E (a-us) hag un FG-42 G (dindan) e mirdi an arme brazilian (Rio de Janeiro).

Stumm E (1942)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar stumm E a zo skañv hag uhel e lusk-tennañ. E zaoubez a zo just dirak e grogenn, e kreiz an arm, ha plegañ a raer anezhañ war-zu beg ar c'hanol. hag e lamm zo e metal. E zornell zo stouet-kenañ. An diuzer-tennañ (aotomatek / damaotomatek) hag ar surentez a zo bodet war ar memes bouton. Sioù a zeuas war-wel da vare implij an stumm-mañ war an dachenn : bresk e oa al lamm hag an daoubez, skañv e oa an arm ha diaes da vestroniañ pa denned e mod aotomatek. Ne oa ket akomod tamm ebet an dornell stouet. War-dro 2.000 skouerenn eus ar stumm E a voe produet hepken.

Stumm G[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ponneroc'h eo evit mestroniañ gwelloc'h argil an arm. Izeloc'h eo e lusk-tennañ (750 tenn/mn e-lec'h 900 tenn/mn). Ul lamm koad zo dezhañ, an daoubez zo staget ouzh beg ar c'hanol ha plegañ a ra war-zu lamm an arm, ar pezh a sikour ivez evit mestroniañ an argil. Hiroc'h eo e ganol (25 mm ouzhpenn), dispartiet eo an diuzer-tennañ diouzh ar surentez. Un dirouder a zo a-dreñv d'ar gulasenn da virout ouzh an douilhezioù da nijal e dremm an tenner. Izeloc'h e oa kalite pezhioù ar Fallschirmjägergewehr G a-benn fonnusaat ar produiñ.

Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un harzlammer alaman gantañ un FG-42 war menez Gran Sasso (Italia) da vare an oberenn Eiche (miz Gwengolo 1943).

Nebeud a Fallschirmjägergewehr 42 (etre 7.000 ha 10.000 hervez an istimadurioù) a voe produet etre 1943 ha 1945 hepken. Implijet e voent e miz Gwengolo 1943 gant soudarded ar Fallschirmjäger Lehrbataillon evit dieubiñ Benito Mussolini. Ar bras anezhe a voe implijet war talbenn kornôg Europa adalek miz Even 1944. Ur c'hard eus ar skouerennoù produet a oa etre daouarn an 2. Fallschirmjäger-Division, a chomas etre Kemper ha Landerne e miz Gouere 1944 hag a gemeras perzh e emgann Brest etre miz Eost ha miz Gwengolo 1944. Abalamour d'e goust-produiñ ha d'e wikefre luziet e voe dilezet tamm-ha-tamm an FG 42 ur wech ijinet ha produet ar Sturmgewehr 44.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Martin J. Dougherty. Armes à feu, Elcy éditions (in fr). 304 p. ISBN 9782753205215. 
  • FG 42 Paratroop Rifle war lec'hienn Australian War Memorial (lennet d'ar 06/02/2024) (saozneg)
  • DUGELBY Thomas B., STEVENS R. Blake, Death from above - The german FG 42 paratroop rifle, Collector Grade Publications, 1990, 160 p. (saozneg)


  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan