Emou du
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Aves | ||||
| Urzhiad : | Casuariiformes | ||||
| Kerentiad : | Dromaiidae | ||||
| Genad : | Dromaius | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Dromaius ater Vieillot, 1817 |
|||||
|
|||||
An emou du (Dromaius ater) a oa un evn bras ha dic'houest da nijal. Bevañ a rae war King Island, un enezenn etre Aostralia ha Tasmania. An hini bihanañ (etre 100 ha 140 cm) eus an emoued e oa hag an hanter skañvoc'h eget an emoued a oa war ar c'hevandir.
Aet e vije da get e penn kentañ an XIXvet kantved en abeg d'ar chase.
An emou du diwezhañ a varvas e 1822 e Jardin des plantes Pariz. Degaset e oa bet e 1804 goude ergerzhadeg Nicolas Baudin.
[kemmañ] Rummatadur
Diouzh an evnoniourien e vez renket an emou du er c'herentiad Dromaiidae (dibab a-vremañ ICO) pe Casuariidae.