Ellen Johnson-Sirleaf

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ellen Johnson-Sirleaf

D’an 29 a viz Here 1938 e oa bet ganet Ellen Johnson Sirleaf. Prezidantez Liberia hag ar vaouez kentañ aet da benn ur vro en Afrika eo.

E penn Strollad an Unaniezh eo bet hag aet eo da brezidantez goude dilennadegoù dieub ha reizh e 2005.

Priz Nobel ar Peoc'h 2011 a ya ganti e 2011, a-gevret gant ul Liberianez all, Leymah Gbowee hag ur Yemenadez Tawakkul Karman.

E miz Du 2011 eo bet addilennet da brezidantez Liberia gant ouzhpenn 90% eus ar mouezhioù dre ma oa bet boikotet an dilennadeg gant hec'h eneber Winston Tubman.

Un ekonomikourez[kemmañ]

E Harvard he deus kaset he studioù ha kroget e oa da gemer kargoù e gouarnamant ar vro e 1970 pa yeas da Vinistrez an Arc’hant dindan Prezidant William Tolbert. E 1985 e klaskas mont da senedourez met a-enep riez ar soudarded e savas hag da chom 10 vloaz en toull-bac’h e voe kondaonet. Dieubet buan e voe avat ha d’an harlu ez eas betek 1997. E-keit-se e labouras evit Bank ar Bed hag ar Citibank en Afrika.

Ar brezel sivil[kemmañ]

Harpañ a reas emsavadeg Charles Taylor a-enep ar Jeneral Samuel Doe. Koulskoude e tistagas diouzh Taylor hag ez eas war ar renk a-enepetañ zoken da vare dilennadegoù 1997. Un 10% eus an dud a votas eviti hepken pa yeas 75% eus ar mouezhioù gant Taylor. Stourm a reas evit ma’z afe Taylor kuit avat hag ur roll pouezus a voe ganti e gouarnamant an tremen evit prientiñ an dilennadegoù dieub kentañ. Pa’z eas Taylor kuit e 2003 e tistroas-hi da benn he strollad.

Dilennadeg 2005[kemmañ]

D’an dro gentañ ez eas 175,520 mouezh ganti. Rak se ez eas gant an eil dro d’an 8 a viz Du da geveziñ ouzh George Weah, bet c’hoarier mell-droad a-vicher. D’an 11 a viz Du e voe lavaret gant Bodad Broadel an Dilennadegoù e oa aet ar maout ganti pa oa tost 60% eus ar mouezhioù war he anv. Addilennet eo bet e 2011.

Mrs Johnson Sirleaf zo 4 mab ha 6 bugel-bihan dezhi. « Ar vamm-gozh » e oa bet he lesanv e-pad ar c’houlzad-dilenn.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.