Charles D. B. King

Eus Wikipedia

Charles Dunbar Burgess King (12 a viz Meurzh 1875 - 4 a viz Gwengolo 1961) a oa ur politikour eus Liberia, bet prezidant ar vro (1920-1930).

E dilennadeg 1927 e oa King enebet ouzh Thomas J. R. Faulkner. Trec'h e voe King gant 234 000 mouezh. Padal ne oa nemet 15 000 den enskrivet[1]. Goude an dilennadeg e tamallas Faulkner ouzh gouarnamant Liberia ober c'hoazh gant sklaverezh ha labourioù ret. Ur bodad-enklask a voe kaset gant Kevredigezh ar Broadoù. Embannet e voe danevell ar bodad e 1930, enni disoc'hoù an enklask hag a ziskoueze splann e veze graet gant al labour ret er vro hag emellet en afer tud eus ar gouarnamant evel ar besprezidant Allen Yancy. King a roas neuze e zilez d'an 3 a viz Kerzu 1930.

Notenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. E Guinness Book of Records 1982 eo meneget King evit ar floderezh brasañ a-viskoazh en un dilennadeg