Stephen Allen Benson

Eus Wikipedia
Stephen Benson er bloavezhioù 1850

Stephen Allen Benson (21 a viz Mae 1816 - 24 a viz Genver 1865) a voe eil prezidant Liberia.

Ganet e oa Benson e Cambridge (Maryland, Stadoù-Unanet). E 1822 e tivroas gant e dud, tud du digabestr anezhe, da Liberia. Eno e voe kenwerzhour, sekretour personel Thomas Buchanan ha barner. Mont a reas da vesprezidant Liberia e 1853 hag eil prezidant ar vro e 1856. Chom a reas gant ar garg-se betek miz Genver 1864. E-pad e brezidantelezh ec'h eas da Europa ha dont a-benn e vije anavezet Liberia gant meur a Stad (gant Belgia e 1858, gant Italia...). E 1857 e voe staget republik Maryland ouzh Liberia evit mont d'ober kontelezh Maryland.

Mervel a reas e 1865 en e blantadeg kafe e Grand Bassa.