Hilary R. W. Johnson

Eus Wikipedia

Hilary R. W. Johnson (1 a viz Even 1837 - 1900) a oa ur politikour eus Liberia, bet prezidant ar vro eus 1884 da 1892.

Johnson a voe ar prezidant kentañ ganet en Afrika, pa oa bet ganet an holl re all en e raok e SUA. Kregiñ a reas gant e garg d'ar 7 a viz Genver 1884 hag addilennet e voe teir gwech c'hoazh goude se.

E-pad e brezidantelezh e voe peurwiriekaet an harzoù etre Liberia ha Sierra Leone hag a oa dindan dalc'h ar Saozon (miz Du 1885).