Elanus scriptus

Eus Wikipedia
Elanus scriptus

Elanus scriptus,
tresadenn gant Gould.


Tost en arvar (NT)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Accipitriformes
Kerentiad : Accipitridae
Iskerentiad : Elaninae
Genad : Elanus
Anv skiantel
Elanus scriptus
Gould, 1842
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Elanus scriptus[1] a zo ur spesad evned-preizh noz bihan eus ar c'herentiad Accipitridae.

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Elanus scriptus,
luc'hskeudennet tra m'edo o nijal.

Tennañ a ra kalz d'ar spesad Elanus axillaris panevet ar merk du e stumm al lizherenn M (pe V) a weler splann ouzh tuioù diabarh e bluñv askell pa vez o nijal. Savet e oa bet e anv diwar ar ger latin "scriptus" a dalv kement ha "merket", "skrivet".

Boued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevañ a ra, dreist-holl, diwar ur spesad razhed, Rattus villosissimus an anv skiantel anezhañ.

Annez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brosezat eo ar spesad e kreiz Aostralia[2].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
  2. (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Elanus scriptus.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: