Edvard Munch
Edvard Munch e 1933 |
Edvard Munch (distaget: [ˈmʉŋk] mounk) a oa ul livour norvegiat.
Ganet e oa bet d'an 12 a viz Kerzu 1863 e Løten e Norvegia, met en Oslo en doa tremenet e vugaleaj.
Breur d'an istorour Peter Andreas Munch e oa.
E-kerzh e vugaleaj e varvas e vamm hag e c'hoar. Ober a reas studioù er skol teknikel a-raok treiñ d'an arzoù. Er penn-kentañ e reas taolennoù en doare al livourien realour c'hall gant ar pal livañ e vuhez dezhañ : da skouer, an daolenn "Noz", hag a zo teñval, a livas goude marv e dad.
D'ar mare-se e krogas da aozañ e daolenn vrudetañ, Ar Garm (1893).
Diwezhatoc'h e voe pedet gant klub arzourien Berlin, met berz a voe lakaet war e daolennoù gant an nazied, ar pezh el lakaas trist ha dinerzhet.
Kalz a levezon en devoe war an arzourien tchek.
E 1902, goude un emgann gant e wreg, e voe gloazet e zorn kleiz gant un boled revolver, hag e 1908, goude touelladurioù ha dinerzhadennoù, e voe kaset da ospital København.
En Ekely e-kichen Oslo e varvas d'an 23 a viz Genver 1944, d'an oad a 80 vloaz.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skrik ("Ar Garm")
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Munch-museet (Mirdi Munch) (no) (en)
- Palier Munch
- Artcyclopedia (en)