Edo (kêr)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn eus Edo, 1844-1848

Edo (e japaneg 江戸; "aber") eo anv kozh Tokyo, kêr-benn Japan.

Yezh[kemmañ]

Talvezout a ra Edo kement ha beg douar hag ivez genou ur bae, pe "aber".
Ur mare zo bet e veze skrivet ivez Yedo pe Yeddo. Distaget e vez "eh-doh."

Istor[kemmañ]

Abred eo bet annezet an tuchennoù tro-dro da lec'hiad bae Tokyo kantvedoù-pad met an darvoud meur bet c'hoarvezet eno eo savidigezh kastell Edo e 1457 gant Ota Dokan.

E 1603 eo bet diazezet Shogunelezh Tokugawa gant Edo da sez ar gouarnamant (kêr-benn e oa er fedoù) tra ma chome annez an Impalaer e Kyoto. Bet e oa bet Kyoto kêr-benn gozh Japan betek neuze.

Freuzet-lip eo bet Edo gant tanioù-gwall meur a wech. En o zouez eo bet, marteze a-walc'h, an tan Meireki no Taika eus 1657 an hini gwashañ-holl : kredet e vez eo marvet e-tro 100 000 a dud er flamennoù. Kontet ez eus bet e-tro 100 tan-gwall e-pad marevezh Edo, c'hoarvezet dre walleur abalamour d'an tiez (Machiya) bezañ savet e koad peurliesañ ha tommet gant glaou e-kerzh ar goañv.

P'eo bet echuet gant ar Shogunelezh e 1868 eo bet adanvet kêr ha lakaet an anv "Tokyo" dezhi, ar pezh a dalvez "kêr-benn ar reter"; En em staliet eo an Implalaer e Tokyo e-pad an assavidigezh ha deuet eo neuze da vezañ kêr-benn ofisiel Japan.

E-kerzh marevezh Edo e veze anvet merourien (machi bugyo) gant ar shogunelezh evit ober war-dro gouarnerezh Edo. Ober a raent war-dro ar polis ha (adalek mare Yoshimune) war-dro kevrenn publik an tan (machibikeshi), an torfedoù hag ar prosezioù sivil. E karg e oant ivez eus an aferioù melestradurel rekis d'ur geoded 1 milion a dud enni da vont en-dro.

Gwelet ivez[kemmañ]

Mammennoù[kemmañ]

Skriturioù disheñvel tennet eus pennad Encyclopædia Britannica 1911

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.