Kastell Edo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

E 1457 eo bet savet kastell Edo (江戸城 -jō) gant Ota Dokan er pezh zo bremañ ranngêr Chiyoda Tokyo, hag a oa anvet Edo da neuze. Eno eo bet dizazezet shogunelezh Tokugawa gant Tokugawa Ieyasu. Dre ma oa lec'h annez ar shogun hag ar bakufu eo bet ur gêr-benn vilourel a-hed marevezh Edo istor Japan. Gallout a reomp bremañ gwelet el lec'h-se Kokyo, palez an Impalaer. Deuet ez eus betek ennomp tammoù mogerioù, ramparzhioù ha fozioù. Koulskoude, e-pad marevezh Edo e oa kalz ec'honoc'h al lec'h eget ar pezh a c'halljemp soñjal hiziv gant gar Tokyo ha lodenn Marunouchi kêr e diabarzh bevenn ar foz pellañ. Endalc'het e oa ivez Park Kita-no-maru, Hall an Nippon Budokan ha lec'hioù anavezet all er biojoù.

Un tour-meur e doare savouriezhel heverk kestell Japan zo bet d'ar c'hastell ivez. Diskaret eo bet avat gant an tanioù-gwall hag ar c'hrennoù-douar ha da get e oa aet dija e-doug an darn vrasañ eus marevezh Edo. Daoust da se e tiskouez ar jidaigeki (evel, da skouer Abarembo Shogun) savet en Edo ar c'hastell gant e dour-meur en ur lakaat kastell Himeji e plas evit-se.

E Matsu no Ōrōka (trepas pin meur) kastell Edo eo e tennas Asano Takumi-no-kami e sabrenn verr d'an 21 a viz Ebrel 1701 a-benn klask lazhañ Kira Kozuke-no-suke evit bezañ bet dismegañset-spontus gantañ. Diwar-se e tarzhas darvoudoù ar seizh Ronin ha daou-ugent.

Meur a lec'h e Tokyo a denn o anv da gastell Edo. Otemachi ("kêr a-dal d'an nor veur"), Takebashi ("pont bambouz"), Toranomon ("dor an tigr"), Uchibori Dōri ("straed diabarzh ar foz"), Sotobori Dōri ("straed er-maez ar foz"), ha Marunouchi ("e-barzh an enklozadenn"), e-touez re all.

Deuet eo kastell Edo da vezañ anvet Tokyo-jo (東京城, "kastell Tokyo") e Here 1868, ha goude Koujo (皇城, "kastell an impalaer") e 1869, ha goude c'hoazh Kyujo (宮城, "kastell ar palez") e 1888. A-benn a rfin eo deuet da vezañ Kokyo (皇居, "Palez an Impalaer", ger-ha-ger "annez an Impalaer") e 1948.

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.