Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Eleanor Roosevelt o tiskouez Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den e spagnoleg.

Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den zo un disklêriadur degemeret gant Emvod-meur ar Broadoù Unanet d'an 10 a viz Kerzu 1948 e Pariz. Gwirioù mab-den diazez a zo anavezet gantañ. John Peters Humphrey, Eleanor Roosevelt ha René Cassin a voe e bennoberourien.

Disklêriañ a ra an destenn-mañ gwirioù diazez an den, o anaoudegezh hag o douj gant al lezh. N'eus redi gwirel ebet ennañ avat, n'eo nemet un embann gwirioù.

Koulskoude e voe degemeret gant 48 stad war 56. N'eus stad ebet en doa disklêriet e oa a-enep, hag eizh deusouto en doa abstenet. En o zouez Suafrika an apartheid a nac'has anavezout gwir ar c'hevatalder hep derc'hel kont eus ar ganidigezh pe ar ouenn. Arabia Saoudat a nagennas ar c'hevaltader etre paotred ha merc'hed. Absteniñ a reas Polonia, Tchekoslovakia, Yougoslavia ha Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (Rusia, Ukraina, Belarus) ablamour ne oant ket a-du gant termenadur pennreolenn an hollvedelezh er mellad 2 dilinennad 1. Kavout a reer ivez stadoù Yemen ha Honduras.

Kavet e oa abeg en disklêriadur-mañ gant Jeane Kirkpatrick. Ur stourmerez amerikan evit ar gwirioù keodedel e oa. Diskuliañ a reas pilpouzerezh ar bolitikourien ha keñveriañ a reas disklêriadur hollvedell gwirioù-mab-den d'al lizher da zad Nedeleg.

Taolenn

[kemmañ] Testennoù all evit klokaat anezhañ

Disklâriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den ne dalv redi ebet. Fellet eo bet da emvod-meur an ABU eta sevel ur Garta ar gwirioù mab-den a vije redius. Krouet e oa ur bobad ar gwirioù mab-den evit skrivañ homañ, da mare ar brezel yen. Div destenn a zeuas war-wel : ar Feur-emglev etrebroadel war ar gwirioù armerzhel, sokial ha severnadurel hag ar Feur-emglev etrebroadel war ar gwirioù keodedel ha politikel.

[kemmañ] 60vet deizh-ha-bloaz e 2008

Da geñver 60vet deiz-ha-bloaz an disklêriadur eo bet divizet gant stadoù european zo oberiañ ur pezh 2 euro.

Un eilad eus an disklêriadur zo bet kaset d'an Egorlec'h Etrebroadel d'an 14 a viz Du 2008, e Arnodva European Columbus.

[kemmañ] Gwelet ivez

[kemmañ] Daveoù

[kemmañ] Liammoù diavaez