Dardanos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Dardanos (Δάρδανος / Dárdanos e gregach) eo anv haroz Dardania, mab da Zeus ha da Elektra. Breur eo da Iasion.

Mojenn[kemmañ]

Hervez Denys d'Halicarnasse e vije bet dimezet Dardanos da C'hrise, ha meur a vab o dije bet.

Kement-se ne gaver ket gant an oberourien all, ha hervez danevell Pseudo-Apollodoros, e teuas Dardanos eus Samotraki, e tiazezas e Troada, ma timezas da v-Bateia, merc'h d'ar roue Teukros).

Neuze e savas kêr Dardania, hag eñ eo tad an « Dardaned ».

Tad eo da Ilos ha da Eric'hthonios. Ilos a voe roue war e lerc'h, met mervel a reas divugel, hag Eric'hthonios an hini a voe roue neuze, hag ur gourdouaren dezhañ eo a ziazezas kêr Troia ha lignez ar rouaned anezhi.

Hervez ar barzh latin Vergilius e teuas an doueed Penat da lavarout da Aeneas, gourvab da Zardanos, goude Brezel Troia, distreiñ da Hesperia, bro orin Dardanos, da lavarout eo, gouez d'ar barzh, Italia a vremañ.


Gwelout ivez[kemmañ]