Dardania (Anatolia)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Dardania zo anv ur geoded henhellazat, savet er Menez Ida (Troia) gant Dardanos, ha hini ar vro en-dro dezhi.

Eus an anv-se e teu an anv Dardanelloù.

Pelec'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Edo war aod Hellespont (mor Marmara hiriv), er mervent da hengêr Abidos, e proviñs turk Çanakkale.

Hervez Apollodoros[1] hag Homeros[2] e oa bet krouet kêr Dardania (pe Dardanos) gant Dardanos pa oa nevez-deuet eus enez Samotraki nepell.

Hervez Homeros atav ne oa ket a gêr er vro, ha bevañ a rae an dud ouzh tor ar menez Ida. Hervez Apollodoros e oant Teukrianed, sujidi ar roue Teukros.

Pa varvas ar roue e teuas Dardanos, a oa dimezet d'e verc'h Bateia, da vezañ roue an Deukrianed a vo graet Dardaned anezho.

Diwezhatoc'h ez eas e c'hourdouaren, Ilos, da sevel Troia, hag e teuas an anv Troianed war-wel. D'an oberourien dostoc'h e oa heñvel ar gerioù « Troianed », « Dardaned » pe « Teukrianed ».

Setu div werzenn, tennet eus Katalog an Droianed (en eil kan an Iliada) hag a ziskouez e oa disheñvel an div bobl:

« E penn gwazed Troia e kerzh Hektor veur...
Aeneas emañ dindanañ brezelourien Dardania. »

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (III, 12,1).
  2. (XX, 216).