Dafydd ap Gruffudd

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel Gwynedd
Ardamezioù Dafydd ap Gruffudd.

Dafydd ap Gruffudd (skrivet Dafydd ap Gruffydd a-wechoù) (war-dro 1238 – 3 a viz Here 1283) a oa breur Llywelyn ap Gruffudd, hag a voe priñs Kembre eus miz Du 1282, war-lerc'h marv e vreur, betek 1283 pa voe prizoniet gant ar Saozon, jahinet ha dibennet.
Eñ eo diwezhañ roue Gwynedd, petra bennak ma vez graet Llywelyn Ein Llyw Olaf ("Hon friñs Diwezhañ", priñs diwezhañ Kembre) eus e vreur.

Yaouankiz[kemmañ]

An trede eus pevar mab ar priñs Gruffudd ap Llywelyn Fawr hag e bried Senana e oa, ha dre-se mab-bihan da Llywelyn Fawr. E 1241 ez eas gant e vreur yaouank Rhodri da ouestl da lez ar roue saoz Herri III Bro-Saoz, hervez un emglev sinet. E 1253 ez eas adarre da lez Herri da ober le a wazoniezh dezhañ.

D'an 11 a viz Gouhere 1252 e oa en oad da embann ur garta, dirak e vamm Senena hag eskob Bangor, evel aotrou kombod Cymydmaen,

1255-81[kemmañ]

E 1255 en em savas gant e vreur Owain Goch a-enep Llywelyn, met trec'het e voent en emgann Bryn Derwin. Bac'het e voe Dafydd, ha dieubet bloaz goude ha degemeret gant Llywelyn en e lez. E 1263 adarre avat e reas emglev gant Herri III a-enep Llywelyn. E 1267 e voe sinet Feuremglev Trefaldwyn hag anavezet Llywelyn evel Priñs Kembre gant Herri, ha sioulaet Dafydd. Met e 1274 e reas emglev gant ar roue saoz nevez Edouarzh Iañ Bro-Saoz a-enep da Llywelyn. Dimeziñ a reas da Elizabeth Ferrers, merc'h William de Ferrers, kont Derby, kar d'ar roue.

Brezel 1282-83[kemmañ]

Promesaoù a oa bet graet d'ar priñs Dafydd gant Edward: douaroù a vije roet dezhañ en hanternoz Kembre evit e skoazell. Met ne voe ket roet dezhañ kement tra a c'hortoze. Da Sul ar Bleunioù 1282 e voe arsailhet Penarlâg gant Dafydd, ha setu kroget ar brezel a gasas Gwynedd da get.
Ne voe ket bihan perzh Dafydd er brezel ha pa voe lazhet Llywelyn e Cilmeri, e dibenn ar bloaz 1282, e voe anvet da briñs e-lec'h e vreur.

E vugale[kemmañ]

E varv[kemmañ]

D'an 28 a viz Mezheven e voe bodet ar Breujoù gant Edward e Shrewsbury ( Amwythig e kembraeg) da varn Dafydd. D'an 30 a viz Gwengolo e voe kondaonet d'ar marv: dre m'en devoa torret emglevioù graet gant ar roue e oa bet kavet kablus a uheldreitouriezh, un torfed nevez krouet, tonket d'ober berzh e-pad kantvedoù.
Da heul an torfed, ar c'hastiz. Nevez ijinet e oa gant Edward e-unan: krouget, divouzellet ha dibezhiet (hanged, drawn and quartered) e vije e enebour.
D'an 3 a viz Here e voe krouget Dafydd, hadiskrouget a-raok mervel. Toulgofet e voe neuze, divouzellet, ha devet e vouzelloù gant un houarn tommet ruz. Bev e oa c'hoazh pa voe stlejet d'al lec'h ma voe dibezhiet e gorf.
Lakaet e voe penn Dafydd war ur peul, e Tour Londrez, e-kichen penn e vreur Llywelyn.
Dont a reas ar c'hastiz-se da vezañ boutin hervez al lezenn saoz, hag Edward en roas da dañva ivez da William Wallace 20 vloaz diwezhatoc'h.

Tiegezh[kemmañ]

E vreudeur[kemmañ]

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

Dafydd a oa dimezet da Elizabeth Ferrers, merc'h da Guillaume de Ferrers, 5vet kont Derby.

Lec'hanvadurezh[kemmañ]

Gallout a rafe Carnedd Dafydd, en Eryri, bezañ anvet diwar e anv.

Lennadurezh[kemmañ]

E kembraeg[kemmañ]

  • John Davies, Hanes Cymru (Llundain, 1990)
  • Ralph Maud, Dafydd Tywysog Olaf Cymru ('Cofiwn', 1983). Cyfieithiad o'r erthygl Saesneg a gyhoeddywd yn Trafodion Anrhydeddus Gymdeithas y Cymmrodorion, 1968.
  • J. Beverly Smith, Llywelyn ap Gruffudd, Tywysog Cymru (Caerdydd, 1986)

E saozneg[kemmañ]

  • Bellamy, J. G. The Law of Treason in England in the Later Middle Ages. Cambridge University Press, 1970.
  • Maud, Ralph, David the last prince of Wales. The Ten 'lost' months of Welsh History.
  • Pryce, Huw (ed.) The Acts of Welsh Rulers 1120-1283 (Cardiff, 2005).
  • Smith, J. Beverley Llywelyn ap Gruffudd, 1998, p.579

Liammoù diavaez[kemmañ]

En e raok
Llywelyn ap Gruffudd
Dafydd ap Gruffudd
Roue Gwynedd
1282-1283
War e lerc'h
Den ebet