Cymydmaen

Eus Wikipedia

Unan a dri c'hombod kantrev Llŷn, e Rouantelezh Gwynedd e oa Cymydmaen, e penn pellañ ledenez Llŷn.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stok e oa ouzh kombodoù Cafflogion ha Dinllaen, en un kantrev, er reter dezhañ. E penn al ledenez, e oa Mor Iwerzhon en dro-dezhañ. Edo Laighin en Iwerzhon en hanternoz dezhañ, Bae Ceredigion, gant Porth Neigwl ha Bae Aberdaron er c'hreisteiz.

E penn kornaouek al ledenez emañ Ynys Enlli, ma emañ diskuizhva an Ugent Mil Sant hervez ar vojenn, ul lec'h pirc'hirinañ brudet bras er Grennamzer.

E Neigwl, tre dirak Porth Neigwl, etre Llanengan ha Botwnnog hiriv, edo lez ar c'hombod.

Ploueoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • A. D. Carr, 'Medieval Administrative Units', yn Atlas of Caernarvonshire (Caernarfon, 1977)