Cetinje

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kêr Cetinje

Cetinje (Цетиње e montenegreg hag e serbeg, Cettigne en italianeg, Κετίγνη e gresianeg, Çetince e turkeg) zo ur gêr eus Montenegro. A-raok ar Brezel-bed Kentañ e oa kêr-benn ar vro. Daoust ma n'eo ket kêr-benn ken, abaoe kant vloaz, e chom ur gêr a bouez evit buhez sevenadurel ha speredel Montenegro. Enni emañ lec'h-annez prezidant ar republik.

Emañ Cetinje war an uhel, 670 metr a-us live ar mor, ur 15 kilometr bennak diouzh aod Mor Adria. Poblet eo gant ouzhpenn 15 000 den (e 2003).

Abaoe ar XVvet kantved ez eo an abati ur greizenn sevenadurel evit ar vro tro-dro. Ur ti-moullañ a oa ennañ, adalek an amzer-se. Distrujet e voe kêr meur a wech gant an Durked, e 1692, 1712, 1785. Lec'h-annez priñsed Montenegro e oa, ha hini ar rouaned goude-se, etre 1885 ha 1918. Meur a savadur istorel zo da welet e kêr : an abati, ar palez, savet e 1450, ar c'hoariva.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.